Pajenn:Milin - Penaos karet Jezus-Krist.djvu/141

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 139 —

Mendoza, pa voe goulennet out-han eun deiz perak ne dostea ket oc’h ti he gerent, a lavaraz : « O veza eo ma c’houzoun er-vad ne d-a e nep leac’h doujanz Doue ken eaz da goll, evel ma ’z a e ti ar gerent. »

12. — Pa vez deuet an amzer da gemeret eur stad a vuez, e tleomp anaout ne d-omp ket dalc’het da zenti ouz hor c’herent. Mar d-eo eun den iaouank galvet gant Doue da vont dindan an ursiou, ha mar klask he gerent miret out-han, ez eo red d’ezhan ober dioc’h ma fell da Zoue, hep selaou mouez hag aliou he dud ; ar re-man peur-liesa a fell d’ezho e klaskfe ho bugale ho mad ho-unan, hep sellet oc’h mad ho eneou. « Ar gerent, eme sant Bernard, ne reont forz ha pa ve daonet ho bugale, gant na d-aint ket euz ar gear. »

13. — Eun dra hag a zo souezuz-meurbed eo gwelet tadou ha mammou kristen, leun a zoujanz Doue, o viret endra c’hellont, na ve ho bugale menec’h pe veleien, pe ma ne d-int ket galvet d’ar stad a vues-se, o klask evelato lakaat anezho da vont ebarz. Nemet eur weach-bennag marteze, peur-vuia pèc’hejou ar gerent-se a zo marvel. Unan-bennag a lavaro : « Neuze eta an den iaouank-se ne vezo evit beza salvet ma ne d-a ket da vanac’h pe da vèlek ? » Ar re ne d-int ket galvet da vont euz ar bed, en em zaveteio er bed, gant ma raint penn-da-benn ar pez a zo dleet d’ezho da ober hervez ho stad ; evit ar re all a zo galvet da vont euz ar bed, hag a choum ebarz, ar re-ze, petra-bennag ne