Pajenn:Milin - Penaos karet Jezus-Krist.djvu/143

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 141 —

galoun, kement ha kement ma voe lazet eun nozvez, epad ma tistroe euz a di eur c’hrek fall. Klevet e voe o krial forz, tud a deuaz da welet, hogen pa en em gavchont war al leac’h, an abad-se a ioa maro. Hag a bed skouer all evel an daou-ma a ve kavet da ziskoues pegement e tleer lakaat evez oc’h ar stad a vuez.

15. — Sant Thomaz a zo all d’ar re a zo galvet da eur stad a vuez santeloc’h eget ar re all, da choum hep kemeret kuzul digant ho c’herent, rak eme-z-han, ho c’herent a zo ho enebourien e-kever kement-se. Ouc’h-penn a zo, ma ne d-eo ket dalc’het ar vugale da c’houlenn ali digant ho c’herent a-raok kemeret eur stad a vuez, pegement nebeutoc’h int-hi dalc’het da c’hortoz ma plijo gant-ho lezel anezho da vont d’ho stad, dreist-holl, mar kav d’ezho ha mar ho deveuz aoun e virfe ho c’herent out-ho ne d-euz forz penaos. Sant Thomaz Akin, sant Per Alkantara, sant Fransèz Zavier, sant Loiz Beltrando ha kalz a zent all ho deuz kemeret eur stad a vuez hep gouzout d’ho c’herent zo-mui-ken.

16. — Ne d-eo ket a-walc’h e ve war an hent d’en em goll an hini ne heuill ket he stad a vuez o c’hober dioc’h ma fell d’he gerent, gant-han ive ez a da goll an hini a ia da vèlek evit plijout d’he dad pe d’he vamm. Tri dra a zo evit anaout piou a zo galvet da stad huel ar velegiach. Ar c’henta, kaout deskadurez ; an eil, kaout eur spered êeun, me lavar eur spered ne glask nemet Doue hag he c’hloar ; an trede, ren eur vuez vad. Ar c’honsil a