Pajenn:Milin - Penaos karet Jezus-Krist.djvu/155

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 153 —

tistaga he galoun dioc’h an traou krouet hag o lakaat anezhi da garet Doue hep-ken. Diwar neuze ar zant-se en devoe eur peoc’h ker braz enn he ene ma voa, koulz lavaret, a wel an diabarz anezhan hag ouc’h-penn ker reiz ha ker laouen hag an diaveaz.

6. — Pa c’houez ar galoun gant an droug, evit diskarga ar gor-ze anezhi, tud zo hag a gred ez eo red leuskeul an teod da vont hag en em ziboella gant difre. Er c’his-se, siouaz ! ne rear nemet kreski ar gaouad fall. Evit beza atao e peoc’h, arabad eo en defe an droug pleg e-hed da c’houeza na da zevel. Mar teu evelato eur weach-bennag da gaout an tu da vont er galoun, evit en em zic’haoui diout-han ha kas anezhan kuit, ne d-eo ket fall tamm e-bed lenn eul levr mad, kana eur ganaouen zantel, pe diviz gant eun all diwar-benn eun dra gaer-bennag. Ar spered-Santel a lavar : « An droug n’ema he gear nemet e kaloun an diskiant en deuz nebeud a garantez ouz Jezus-Krist ; eno e choum pell amzer. » Evit kaloun an den zo fur, e gwirionez, mar d-a an droug dre laer enn-hi eur weach-bennag, ne vezo ket pell hep beza bannet er meaz. An ene a gar Jezus-Krist gant karantez ne vez morse droug enn-han, rak o veza ne fell d’ezhan nemet ar pez a fell da Zoue, en deuz atao ar pez a gar hag ez ema atao e peoc’h. Neb a ra ar pez a fell da Zoue a dorr krenn nerz an droug, e kement poan a c’hoarvez gant-han, hag evel-se ez eo, epep leac’h hag e peb amzer, mad hag hegarad

e-kever an holl. Hogen, anez karet a

9*