Pajenn:Milin - Penaos karet Jezus-Krist.djvu/156

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 154 —

greiz ar galoun, ne d-euz den evit kaout ar vadèles-se e-kever an nesa. An dud a dle gwelet er-vad dioc’h kement-man ne garer morse muioc’h ar re all, eget pa garer ive Jezus-Krist gant karantez ha teneridigez.

7. — An deneridigez hag ar garantez-man, o veza ne vezont ket atao beo buezek enn-omp, ez eo red d’e-omp, dre ar beden a galoun, en em lakaat a du hag e doare vad da c’houzanv kement poan a c’hellfe koueza pe skei war-n-omp. Evel-se ho deuz great ar zent, hag ez int en em gavet atao e doare da gaout ha da c’houzanv hep klemm pep dismeganz hag an holl boaniou. Ma n’en em grevaomp ket evel-se, a-raok ma tiroll ar gaouad, ne vezimp birviken evit dont a-benn d’en em drèc’hi, pa zavo enn hon enep ; ha neuze an droug, o ren hor c’haloun, a lavaro d’e-omp ober poan evit poan. An droug zo c’houezet e kaloun hon nesa, ha mouget e vezo gant eur gomz dichek ha tearuz ? Tra, biken ! rak kement-se a zo teuler keuneud enn tan evit lakaat anezhan da grègi gwasoc’h-gwasa. Unan-bennag a lavaro marteze : nemet diskiant e ve, piou a choumfe sioul hag e peoc’h, piou a ve hegarad, enn eur ger, e-kever eun den hag a ra poan hep kaout abek ebed ? Sant Fransèz a Zal a gelen evel-hen war gement-man : « Red eo beza mad e-kever an holl, pe ho deuz digarez da ober poan, pe n’ho deuz ket. »

8. — Neuze eta, evel ma ’z eo desket d’e-omp, ez eo red e komzfemp mad atao : ne d'euz gwelloc’h tra evit mouga an droug, pa