Pajenn:Milin - Penaos karet Jezus-Krist.djvu/168

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 166 —

ha n’hor beuz-ni ket prezeget enn hoc’h hano, kaset kuit an droug-sperejou ha great eun taal-braz a vurzudou ? » An Aotrou neuze, o tistrei out-ho, a lavaro : « Pellait diouz-in, n’oc’h bet biskoaz va diskibien, rak n’ho peuz ket great ar pez a felle d’in, great he peuz hep-ken ar pez a felle d’e-hoc’h. » Dre gement-se eo anat ez eo red d’an den evit dont d’ar stad santela, da genta, en em zisprizout he-unan ; d’an eil, en em zistaga a-grenn dioc’h c’hoantegesiou he galoun ; d’an trede, en em lakaat da ober pep tra dioc’h ma fell da Zoue. Piou-bennag ne d-a ket dre an teir deres-se a skoio atao a-biou an hent mad, a-biou hent ar zantelez. Eur servicher braz da Zoue a lavare aliez e voa gwelloc’h d’an den, e pep tra a rea, ober atao ar pez a fell da Zoue, eget klask he c’hloar, rak neb a ra ar pez a fell da Zoue, a glask ive he c’hloar dre-ze. « Evit an hini, eme-z-han, ne labour war he vennoz nemet evit gloar Doue, a fazi aliez, dre ma ra ar pez a fell d’ezhan he-unan war zigarez ober evit gloar Doue. » Sant Fransèz a Zal en deuz taolet evez oc’h kalz a dud a lavar da Zoue : « Aotrou, en em rei a ran d’e-hoc’h holl ha kement zo ac’hanoun. » Enn ho zouez, eme ar zant-se, nebeud a zo hag a ra ar pez a lavaront. An dilez-vraz-se euz an den etre daouam Doue a zo o kemeret hevel hag hevel, koulz lavaret, kement a zigas an Aotrou-Doue d’e-omp ; ar poaniou, an ankrez, an dismeganz, ar c’hlenved, an enor, ar c’hloar hag ar ièc’hed.