Pajenn:Milin - Penaos karet Jezus-Krist.djvu/18

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 16 —

ne vent-hi kot neuze o welet enn ho c’haloun an tan hag a zo e kaloun Doue ! Pegel laouen ne vent-hi ket o veza a-unan gant Doue dre liammou ar garantez !

Sant Bonavantur a lavare ez ea gouliou Jezus-Krist dre greiz ar c’halounou kaleta hag e lakeant da domma an eneou iena. Gwir a lavare : peger kre eo ar garantez a strink euz a c’houliou Jezus, pa c’houliont ive ar c’halounou ar re galeta ! Hag a dan hag a fô a zo enn-ho, pa dommont an eneou iena ! Hag a liammou, enn eur ger, a ia euz a gostez hor Zalver da staga kalounou ar bèc’herien !

13. — An den mad Iann Avila a gare kement Jezus-Krist, ne voa ket evit prezeg gweach ebed hep komz euz ar garantez en devoa Jezus-Krist ouz an dud. Lakeat en deuz dre skrid, enn eul levr a zo he hano Karantez hor Zalver, traou ker kaer ma kav d’in ez eo mad lavaret ama darn anezho. Setu eta.

14. — Va Zalver ha va Doue, c’houi ho peuz karet an den gant kement a garantez ma ’z eo en tu all d’am nerz miret na ven evit karet ac’hanoc’h. Ho karantez a gamer ar c’halounou dre nerz, eme an Abostol sant Paol : karantez Jezus-Krist a stard war-n-omp. Ar garantez vras-se en deuz Jezus-Krist oc’h an dud a ziouan hag a zired euz ar garantez en deuz oc’h Doue, he Dad. Da ziskouez kement-se e lavaraz goude ar Goan-Fask : « Evit mac’h anavezo ar bed holl e karan va Zad, savit ha