Pajenn:Milin - Penaos karet Jezus-Krist.djvu/180

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 178 —


2. — Lavaret zo en devoe ar gaouad-ze dre c’hras Doue, o veza ma kav d’ar zent ez eo kaout kalz a c’hrasou digant Doue, pa den d’ezho klenvejou ha poaniou all a-leiz. Sant Fransèz Asiz a ioa eun dervez klanv braz war he wele ; an hini a ioa gant-han a lavaraz : « Va zad, pedit an Aotrou-Doue d’ho tiboania ha da denna he zourn diwar-n-hoc’h. » Dioc’h-tu ma her c’hlevaz, ar zant a lammaz en meaz euz he wele, hag en em strinkaz d’an daoulin evit trugarekaat Doue euz ar poaniou en devoa, ha gaude e lavaraz d’he vreur : «  Ma na c’houfen ket ez eo hep droug ho peuz lavaret ar pez ho peuz, ne garfen ket gwelet mui ac’hanoc’h. »

3. — Unan-bennag a lavaro marteze : « Ne ket va foan a nec’h muia ac’hanoun, o veza eo ne c’hellan ket mont d’an iliz da bedi, da goumunia, da glevet an oferen , hag ive o veza n’oun ket ken nebeud evit pedi a galoun nag evit ober netra vad all e-bed. » Perak, lavarit d’in, e fell d’e-hoc’h-hu mont d’an iliz, perak e fell d’e-hoc’h koumunia ha klevet an oferen, hag evit plijout da Zoue eo ? Ia, eme c’houi. Mad ! Doue ne fell ket d’ezhan ez afac’h d’an iliz, e klefac’h an oferen nag e koumunifac’h ; choum enn ho kwele ha gouzanv hep klemm ar poaniou a zigas d’e-hoc’h, setu ar pez a fell da Zoue. Daoust da ze, ez oc’h nec’het atao : ne glaskit ket eta ar pez a fell da Zoue, hogen, ar pez a fell d’e-hoc’h hoc’h-unan. An tad Avila a skrife d’eur belek diwar-benn an dra-man : « Va mignoun ker, na