Pajenn:Milin - Penaos karet Jezus-Krist.djvu/183

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 181 —

mui-ken. Sant Jonaz, merzer, lakeat noaz beo e-kreiz ar skourn epad eun nosvez, a lavaraz da c’houlou deiz ne voa bet nosvez e-bed ken eaz, o veza ma voa bet atao dirak he spered Jezus-Krist stag oc’h ar groaz, ha ma voa he boan eun dudi, eme-z-han, e skan ma voa bet poaniou Jezus-Krist.

6. — Hag a c’hrasou a c’hell an den da zastum pa c’houzanv he boan hep klemm ! An Aotrou-Doue a ziskouezaz eun deiz d’an tad Alvarez ar c’hloar e devije eul leanez evit eur c’hlenved e devoa bet hag e doa gouzanvet hep klemm. Lavaret a reaz d’ezhan e doa dastumet muioc’h a c’hrasou d’he ene, epad eur miz klenved hep-ken, eget n’ho devoa great al leanezed all epad meur a vloavez. An anken hag ar boan, pa vezont kemeret hep klemm, a beur-c’hra kurunen an nev. Kement-se a voe lavaret da zantez Liduvina. Goude gouzanv an holl boaniou a zo bet hano anezho a-raok, ar zantez-ma e devoa c’hoant da veza merzeriet evit Jezus-Krist. Eun dervez ma c’houlenne ar c’hras-se gant huanadou e welaz eur gurunen gaer ha ne voa ket peur-c’hreat c’hoaz. Dont a reaz da anaout e voa evit-hi ar gurunen-ze. Evit ma vije eta peur-echuet tro-war-dro, e pedaz an Aotrou-Doue da greski he foaniou. Doue a glevaz he feden, ha soudarded o tont, goude kana d’ezhi pep seurt komzou fall, a skoaz gant-hi hag he lezaz hanter-varo. Goude-ze, e welaz eun eal ha gant-han eur gurunen peur-echu ha kaer-meurbed ;

lavaret a reaz d’ezhi ho doa he foaniou

11