Pajenn:Milin - Penaos karet Jezus-Krist.djvu/186

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 184 —

nev, d’ar vro-ze a garantez. Sant Augustin a lavare : « Aotrou-Doue, grit d’in mervel, rak, eme-z-han,ne d-euz nemet ar maro evit lakaat ac’hanoun euruz oc’h ho kwelet a ziraz-oun, evit va lakaat d’ho karet da viken er baradoz.


Ar Baourentez


10. — Bez’ e tleomp c’hoaz gouzanv ar baourentez ha dioueret pep tra hep klemm. Sant Augustin a lavar : « An hini n’ema ket Doue gant-han n’en deuz netra, an hini zo Doue gant-han en deuz kement-zo. » — Ha gwir ! rak an hini a gar Doue hag a zo he galoun hag he spered a-unan gant Doue, a gav an holl vadou gant Doue. Sellit oc’h sant Fransèz : bale diarc’hen a ra, eur zac’h enn dro d’ezhan, n’en deuz netra ha dre ma lavar : « Va Doue zo kement am beuz », ez eo pinvidikoc’h evit an holl rouanez euz ar bed. Den n’eo paour nemet an hini en deuz avi ha c’hoant da gaout ar madou n’en deuz ket. Evit an den n’en deuz c’hoant a netra hag a zo laouen gant he zienez, an den-ze a zo pinvidik-mor, a lavaran. Euz an eneou-ma eo e komz an abostol sant Paol, pa lavar : « Ar re a gar Doue e gwirionez n’ho deuz netra hag o deuz pep tra, rak lavaret a reont p’ho deuz dienez : Va Jezus, gan-e-hoc’h em beuz a-walc’h, ha neuze e teu d’ezho digant Doue dizoan ha laouenedigez. » Ar zent n’ho deuz ket kep-ken gouzanvet ar baourentez hep klemm, dilèzet ho deuz c’hoaz ho madou hag ho danvez, evit