Pajenn:Milin - Penaos karet Jezus-Krist.djvu/201

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 199 —



C’HOUEZEKVED KENTEL


————


An hini a gar Jezus-Krist en deuz fisianz en devezo pep tra digant Jezus-Krist


————


1. — Ar fisianz e Doue a gresk ar garantez hag ar garantez a gresk ar fisianz e Doue. Ar fisianz e madelez an Aotrou-Doue a gresk ar garantez ouz Jezus-Krist. Pa hon devez fisianz e vezo great vad d’e-omp gant eun den-bennag, e teuomp da garet an den-ze. An Aotrou-Doue ne fell ket d’ezhan e lakafemp hor fisianz enn traou krouet, hag he valloz a daol war an hini a zo he fisianz enn den, o veza ne fell ket d’ezhan e teufemp da garet netra a gement a zo krouet. Sant Visant a Baol ne falveze ket d’ezhan ec’h harpje den war zen, gant aoun, eme-z-han, na z-aje neuze an Aotrou-Doue diouz-omp. Seul-vui ez eo braz hor fisianz enn Aotrou-Doue, seul-vui ive e kresk hor c’harantez out-han. Hag hen a gerz buan enn hent ar zantelez an hini a zo he galoun digor ledan gant ar fisianz e Doue ! Ne d-eo ket redek, nijal eo a ra diwar boez diouaskel ar fisianz hag ar feiz ; dre ar fisianz en deuz e Doue, e teu d’an ene nerz euz an nev. An er, roue al laboused, a ia war nij war-zu an heol, hag evel-d-han, an ene en deuz fisianz e Doue a