Pajenn:Milin - Penaos karet Jezus-Krist.djvu/209

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 207 —

eun ene, dioc’h-tu an ene a wel gloar Doue hag he vadèlez evel m’emaint, dioc’h-tu e krog enn-han tan eur garantez ker flamm ma ’z eo evel devet, ha dioc’h-tu ive ez eo kollet ha beuzet e-kreiz mor doun madèlez Doue. Neuze an ene en em ankounac’ha he-unan, neuze, evel mèzo gant garantez Doue, ne zonj nemet da garet anezhan. Eun den mezo ne zonj mui enn-han he-unan. Evel-se eo an ene euruz, ne zonj mui ken nebeud nemet da garet Doue ha da blijout d’ezhan, c’hoant en deuz d’he gaout holl ha beza en deuz anezhan holl e gwirionez, heb aoun d’her c’holl biken. C’hoant en deuz d’en em rei holl d’ezhan hag en em rei holl a ra, e gwirionez, hep paouez hag e pep mare ; Doue a ziskouez hag a ziskouezo d’ezhan he garantez da virviken.

13. — Er baradoz, an ene a zo atao unan gant Doue ha karet Doue a ra kement ha ma c’hell karet ene eun den ; her c’haret kement a ra, ma ’z eo d’ezhan eun dudi ne c’hell ket beza brasoc’h, kement ne d-eo ket evit kaout c’hoant a netra ken hag an ene neuze a zo ker leun a Zoue ha ma c’hell beza hervez ar mad en deuz great war an douar. Doue enn nev n’ema ket hep-ken unan gant an ene dre he vadèlez, dre he sklerijen, dre he garantez tener-meurbed, evel ma vez evel unan gant an ene mad er bed-man. Bez’ ema kement unan gant-han enn nev, na reont, koulz lavaret, ho daou nemet unan. Evel ma teu an houarn da veza ruz-glaou gant an tan ha da veza tan zoken, evel-se an Aotrou-Doue a dreuz an ene hag a