Pajenn:Milin - Penaos karet Jezus-Krist.djvu/212

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 210 —

great evid-oun, evit mont d’en em goll, ho trugarez vraz-meurbed e deuz lamet digan-en va dizanaoudègez tremenet hag e deuz va zennet aliez euz an ifern. O va Jezus, ha perak n’em beuz-me ket karet ac’hanoc’h atao ? Perak n’oun-me ket bet eat war ho lerc’h-c’houi hep-ken a zo va dizoan ? Pa ho peuz roet d’in amzer da ober va zilvidigez, ho karet a ran, va muia karet, ho karet a ran euz a greiz va c’haloun ha muioc’h evit n’en em garan va-unan. Gouzout a ran e fell d’e-hoc’h e ven salvet, evit ma ’z in d’an nev d’ho karet da viken ; ho trugarekaat a ran evit ho madèlez hag o pedi ive a ran da rei d’in ar c’hras d’ho karet mui-oc’h-mui bemdez epad ma vevin, evit ma c’hellin ho karet goude da virviken. O va Zalver, pe goulz n’em bezo-me mui a aoun d’ho koll hag e karin-me ac’hanoc’h gant kement a garantez, o welet ho kened vraz-meurbed, na vezin mui evit en em viret d’ho karet ? Hag hen a zo eun dra vad, eun dra euruz ha karantezuz rankout karet ac’hanoc'h atao ! Piou a lakaio ac’hanoun da garet ac’hanoc’h euz a holl nerz va ene ? Eur vouez zo hag a lavar d’in koulskoude ne d-euz enn-oun netra vad evit gellout kaout an nev ac’hanoun va-unan, hogen dre ho trugarez-c’houi, va Zalver ha va Doue, eo em beuz fisianz ez in d’ar baradoz. Rouanez an nev, Gwerc’hez Vari, erbedit evid-oun dirak ho Map, Jezus ; enn-hoc’h-hu ive em beuz fisianz.