Pajenn:Milin - Penaos karet Jezus-Krist.djvu/217

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 215 —


6. — Arabad eo e kement-se kaout c’hoant da veza temptet, red eo kentoc’h pedi an Aotrou-Doue da bellaat pep temptasion diouz-omp, dreist-holl ar re a lakafe marteze ac’hanomp da bèc’hi. An dra-man a c’houlennomp bemdez, pa lavaromp ar Bater. Pa fell da Zoue a-vad e vemp temptet, n’en em nèc’homp ket diwar-benn ar sonjezounou fall a zao enn hor spered, dalc’homp hor fisianz e Doue, goulennomp nerz out-han, hag e teuio d’hon harpa e poent hag enn amzer. En em lakeomp etre daouarn an Aotrou-Doue ha n’hor bezet aoun e-bed, rak mar fell d’ezhan e vemp dalc’het da gaout temptasionou, ne bellaïo ket diouz-omp enn aoun na deufemp da goueza.


Penaos trèc’hi an demptasion


7. — Gwelomp brema petra dleomp da ober evit trèc’hi an temptasionou. E meur a zoare e c’heller beza treac’h d’ezho, eme Tadou ar vues kristen, evelato ar gwella tra a zo eo pedi, rak ar beden, ouc’h-penn ma ’z eo red, a zo c’hoaz an hent êeuna hag easa da drèc’hi pep temptasion. Pa vezomp tempet eta, en em erbedomp oc’h Doue ha lavaromp d’ezhan, gant eur galoun izel ha leun a fisianz : « Aotrou, va Doue, roit nerz d’in, roit d’in nerz dioc’h-tu ! » Ar beden-ze a zo a-walc’h evit lakaat ac’hanomp da drèc’hi, ha pa ve an ifern zo-ken savet holl enn hon enep, rak Doue a zo kalz krevoc’h evit na d-eo an holl zroug-sperejou. Doue a c’hoar e c’hellomp herzel oc’h