an temptasionou, rak pa vezomp o vont da gosteza gant an droug, Doue neuze a zo red d’ezhan digas d’e-omp nerz a-walc’h evit beza treac’h, mar goulennomp digant-han diana.
8. — Penaos e c’hellfemp-ni kaout aoun na deufe ket Jezus-Krist da gennerzi ac’hanomp, goude kement en deuz lavaret : « Ha gwasket stard oc’h gant an demptasion, eme an Aotrou-Doue, deuet david-oun ha me ho tenno er meaz a boan ; hag enebourien a zo enn dro d’e-hoc’h, galvit ac’hanoun, emez-han, hag e teuin hag e tennin ac’hanoc’h euz ho daouarn, hag e veuloc’h ac’hanoun goude. » Neuze e c’halvoc’h an Aotrou-Doue da rei skoaz d’e-hoc’h hag an Aotrou-Doue a glevo ac’hanoc’h ; krial a reoc’h war-zu enn-han : « Aotrou, roit nerz d’in buan. Aotrou, roit nerz d’in ! » Hag e lavaro d’e hoc’h : « Setu me o vont, setu emaoun enn eun tu gan-e-hoc’h. » Ha den e-bed en deuz pedet biskoaz an Aotrou-Doue hep na ve bet selaouet he beden ? Ar roue David a anaveze ker mad e vije dre ar beden treac’h d’he enebourien, ma lavare : « Gervel a rin an Aotrou hag e kaso kuit va enebourien diouz-in. » Gouzout er-vad a rea ema atao an Aotrou-Doue e-kever an hini a bed anezhan. Sant Paol ive a lavar ez eo mad an Aotrou-Doue e-kever ar re a bed anezhan.
9. — Mar pedfet atao an Aotrou-Doue pa vezer temptet, ne bec’hfet ket morse, hogen ar gwasa zo, siouaz ! eo ma fell d’an den en em rei d’he c’hwall dèchou ha ma kav gwelloc’h eun dra-bennag a blij d’ezhan eget na