Pajenn:Milin - Penaos karet Jezus-Krist.djvu/228

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 226 —

trèc’hi ar garantez or beuz ouz-omp hon-unan, evit ober ar pez a c’houlenn Doue hep-ken. Sant Fransèz a Zal a lavar ez eo Doue ker karantezuz, pa zigas poan hag enkrez d’e-omp, evel pa zigas levenez ha dudi.

20. — Epad ma vez Doue hag he joaiou enn ene, ne vez ket diez lezel ar bed hag ar c’hik, ha gouzanv hep klemm an dismeganz hag ar poaniou ; ne d-eo ket eta dre ar garantez en deuz an ene ouz Doue, hogen dre ma ’z ema enn eur stad vad hag euruz eo e c’houzanv he boan. Doue a c’hoar er-vad petra eo an ene ha dre-ze, evit he grevaat, ez a kuit diout-han hag e lam digant-han he joa hag he frealz, evit m’en em zistago gwelloc’h diout-han he-unan. Da genta, e voa euruz ha laouen oc’h en em ginnig hag oc’h en em rei da Zoue, o tigèri he galoun gant fisianz ha gant karantez ; brema a-vad n’en deuz nemet poan ha sèc’hor ; inou en deuz o pedi, o lenn, o kommunia, o veza ne gav mui enn traou-ze nemet spount ha tenvalijen ; kaout a ra d’ezhan ez eo kollet, krena a ra atao gant aoun n’en defe ket pedet mad a-walc’h, ha nèc’het gant an aoun-ze e ped a-nevez ; ankeniet eo gant ar zèc’hor vraz a gav e-kreiz he ene, ha kredi a ra ne glev ket an Aotrou-Doue he beden.

21. — Setu ama ar pez a zo mad hag a c’hellomp da ober e-kever an traou-ze. Arabad eo distrei dioc’h an dudiou a ro Doue, kemeromp anezho gant anaoudègez vad, heb evelato choum re d’ho zanva ha d’ho zaouri, na da veza stad enn-omp gant-ho ; ar stud re vraz-ze