Pajenn:Milin - Penaos karet Jezus-Krist.djvu/232

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 230 —

ro joa d’e-omp ; ar mirit a-vad a zo er c’henta, da lavaret eo er mad great gan-e-omp. Doue ne c’houlen nemet ar c’henta euz an daou-ze, me lavar, ma raimp ar mad; an eil a denn digant an ene, me lavar an anaoudègez euz ar mad-ze, evit miret n’en defe joa enn-han he-unan ; ar joa-ze ne greskfe tamm e-bed talvoudègez ar vad great, hag an Aotrou-Doue a gar gwell or befe mirit evit or befe joa. Setu ama petra skrive sant Iann ar Groaz evit diboania eun ene a ioa er stad-ze, « Biskoaz, eme-z-han, ne d-eo bet gwelloc’h stad hoc’h ene, rak biskoaz n’oc’h bet ken izeleat na distaget kerkoulz diouz-hoc’h hoc’h-unan evel ma ’z oc’h brema ; biskoaz n’o peuz en em glasket nebeutoc’h evit na rit brema. » Enn eur ger, arabad eo kredi e vemp karet muia gant Doue epad m’ema brasa saour an Aotrou-Doue enn hon ene, rak ar zantèlez n’ema ket o kaout frealz ha dudi digant Doue, bez’ ema oc’h en em zisprizout hon-unan hag o lakaat hor c’haloun hag hor spered da veza evel ma fell da Zoue e vent.

25. — Epad ma vez an ene er zèc’hor, ne dle ket selaou an droug-spered o lavaret d’ezhan ez eo brema dilèzet gant an Aotrou-Doue, arabad eo ken nebeud e paouesfe da bedi. Ali an aerouant a zo fall ha troidelluz, rak neuze ema o klask kas an ene da goll. « Dre ar zèc’hor hag an temptasionou, eme zantez Thereza, eo ec’h anavez an Aotrou-Doue ar re a gar anezhan. » Ha pa ve an ene er zèc’hor, epad m’ema war ar bed, ne dle ket, evit kement-se, choum