Pajenn:Milin - Penaos karet Jezus-Krist.djvu/233

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 231 —

tamm e-bed hep pedi Doue, rak ar poaniou-ze a vezo digollet ha paet mad, amzer a vezo. Red eo eta d’an den en em izelaat a galoun, enn eur gredi stard ez eo dleet d’ezhan ar poaniou en deuz evit he bèc’hejou tremenet hag e tle neuze ive en em lakaat holl etre daouarn an Aotrou-Doue, o lavaret d’ezhan : « Setu me ama, Aotrou, mar fell d’e-hoc’h e ven enn doan hag er zèc’hor er bed-man hag er bed-all, roit d’in ho kras hag ho nerz, grit ma karin ac’hanoc’h, ha goude-ze ive grit ac’hanoun ar pez a blijo gan-e-hoc’h da viken.

26. — Arabad eo d’e-hoc’h en em nèc’hi nag en em enkrezi muioc’h-mui diwar-benn gouzout pe c’houi a zo pe n’emaoc’h ket er stad a c’hras : ar boan o peuz ne d-eo nemet evit rei da anaout petra oc’h ha petra dalit dirak Doue ; ne zilèz ket ac’hanoc’h, rak ma ne fell ket d’ezhan e c‘houfac’h kement-se, ez eo evit ho prasa mad ; bez’ ez eo ive evit izelaat ho kaloun, evit ma pedoc’h muioc’h anezhan ha ma kresko muioc’h-mui ho fisianz enn he drugarez. Bez’ e fell d’e-hoc’h gwelet, ha Doue ne fell ket d’ezhan e welfac’h. Sant Fransèz a Zal a lavar : « An hini a zo en em lakeat da viret he ene dioc’h pep péc’hed a ziskouez, dre-ze, ema e gras Doue. » Kement-man evelato ne c’hell ket beza anavezet mad, pa vez braz-meurbed ar zèc’hor, rak arabad eo neuze d’an den klask anaout sklear e pe stad ema he ene ; a-walc’h eo klask anaout ar stad-ze diwar nij, koulz lavaret, hag en em lezel da vont holl etre daouarn an Aotrou-Doue. Kaout eur fisianz