Pajenn:Milin - Penaos karet Jezus-Krist.djvu/234

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 232 —

vraz pa vez tenvalijen e-kreiz an ene a vez kavet mad-meurbed gant an Aotrou-Doue. Lakeomp eta hor fisianz e Doue, pa gar ac’hanomp, eme zantez Thereza, kalz muioc’h evit n’en em garomp hon-unan.

27. — En em laouenait, eneou karet gant Doue, pa ’z oc’h e gwirionez en em roet d’ezhan a d'he garet ; petra-bennag ma o peuz poan hag anken da c’houzanv, ho poan hag hoc’h anken a ziskouez anat ez oc’h karet ive meurhet gant Doue , en deuz great evid-hoc’h eur gador gaer er Baradoz, e leac’h ma pado ho tudi da virviken. Anavezit er-vad seul-vui e vezo bet braz hoc’h : anken war an douar, seul-vui ive e vezo braz ho tigoll hag ho levenez enn nev. Santez Janned a Gantal a voe enkrezet game an ifern epad eur bloaz ha daou-ugent ; bez’ e devoe da c’houzanv temptasionou a bep seurt, bez’ e voe enn aoun ne divije kollet gras Doue ha na vije dilèzet gant han ; he enkresiou a ioa hep distag e-bed ha ker braz ma lavare e voa sonj ar maro hep-ken eo a easea gwella anezhi enn he foaniou. « Va enebour a lam var-n-oun, eme-z-hi, gant kement a nerz, ne c’houzan mui e pe du trei ; kaout a ra d’in ne vezin mui evit gouzanv poan e-bed hep dale, hag emaoun o vont da goll ha da zilezel pep tra vad ; va zemptasionou a zo ker kre, ma rofen va buez a galoun vad evit beza kuit diout-ho. Kement e wall-gasont ac’hanoun, n’oun ket aliez evit dibri tamm nag evit kousket berad gant-ho. »