1. — Red eo gouzanv hep klemm holl enkresiou ar vuez-ma ; ar c’hlenvejou, ar poaniou, ar baourentez. koll ar madou, maro ar gerent, an dismeganz hag, enn eur ger, kement tra a stourm ouz-omp. Anken ar vuez a ziskouez d’e-omp ez omp karet gant Doue hag e fell d’ezhan e vemp salvet ; ar boan a zigas an nev d’e-omp a vez kavet gwelloc'h gant an Aotrou-Doue eget kement tra vad-all a reomp hon-unan evit en em gastiza.
2. — Pa vezomp klanv, en em lakeomp holl etre daouarn an Aotrou-Doue : kement-se a blij muioc’h d’ezhan eget kement tra vad-all a c’hellfemp da ober. Ma n’omp ket neuze evit pedi a galoun, sellomp oc’h kroaz hor Zalver ha kinnigomp d'ezhan hor poaniou, evit ma vezint a-unan gant ar re a c’houzanvaz evid-omp war ar groaz. Mar lavarer d’e-omp emomp o vont da vervel, kemeromp an ali-ze e peoc’h ha greomp da Zoue a galoun vad ar zakrifis euz hor