Pajenn:Milin - Penaos karet Jezus-Krist.djvu/244

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 242 —

dreist-holl ar Verc‘hez santel, a dremen dre he daouarn an holl grasou a ro Doue d’an dud.

Dioc’h ar beden e teu he zilvidigez d‘an den. Setu ama petra dleomp dreist-holl da c’houlenn oc’h Doue enn eur bedi :

Kenderc’hel da gaout he c’hras santel. An hini a c’houlenn ar c‘hras-se en deveuz anezhi. hag an hini n’he goulenn ket a choum hep he c’haout hag a ia da goll.

Goulenn c’hoaz a dleomp kaout karantez Jezus-Krist ha beza a du gant-han evit kement tra a falvezo d‘ezhan da ober enn hor c’hever, o lakaat evez da bedi atao enn hano Jezus-Krist. An traou-ze a dleomp da c’houlenn enn hor pedennou dioc’h ar mintin, epad ar beden a galoun, pa gommuniomp, pa vezomp dirak ar zakr ha dioc’h an noz pa ziskennomp goulou hor spered enn hon ene, da welet pe zroug or beuz great epad an deiz.

Pa ziroll war-n-omp eun demptasion-bennag, neuze e tleomp dreist-holl goulenn oc’h Doue an nerz or beuz izomm da gaout evit nerzel out-hi ha beza treac’h d’an droug-spered, mar laka traou louz da zevel dira-z-omp. Lavaromp neuze aliez an daou hano santel Jezus ha Mari. An hini a bed a vez treac’h, an hini ne bed ket a vez trèc‘het.

16. — Bez’ e tle beza izel hor c’haloun : arabad eo or be ourgouill evit ar ma-