Pajenn:Milin - Penaos karet Jezus-Krist.djvu/245

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 243 —

dou, an enoriou, ar spered nag evit netra vad all e-bed or beuz. Nebeutoc’h a ourgouill a dleomp da gaout c’hoaz evit madelesiou all an Aotrou-Doue e-kever hon ene ; bez’ e tleomp enn-enep en em lakaat hon-unan evel tud fall euz ar re falla. ha karet dre-ze e vemp disprizet gant an holl. Arabad eo eta e vemp hevel oc’h ar re a zo fall e gwirionez hag a fell d’ezho e vent kavet gwelloc’h evit an hall. Mar c’hoarvez d’e-omp beza gourdrouzet pe gastizet, na glaskomp digarez e-bed ha pa vemp zo-ken tamallet e gaou, izelaomp hor c’haloun ha digemeromp mad ar gastiz hag ar boan a rear d’e-omp, gant na vezimp ket eur skouer fall. Evit miret oc’h an dra-ze hep-ken ez eo red en em zidamall.

17. — Miromp n’or be c’hoant da veza karet hag enoret gant an dud. N’ankounac’haomp ket lavar kaer sant Fransèz : « N’omp netra nemet ar pez ma ’z omp dirak Doue. » Ar gwella kristen hag an hini a zo izela he galoun a gar ive muia beza disprizet ha goapeet gant ar bed.

18. — Distagomp hor c‘haloun dioc‘h an traou krouet. Ne vezo den birviken evit nijal war-zu Doue ha beza e gwirionez a-unan gant-han, epad ma vezo stag oc’h an distera tra krouet a zo.

19. — Bannomp dreist-holl euz hor c’haloun ar garantez direiz or beuz ouz hor c’herent. Sant Filip a Neri, a