Pajenn:Milin - Penaos karet Jezus-Krist.djvu/247

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 245 —

fell da Zoue. Evit anaout er-vad e reomp ar pez a fell da Zoue, sujomp d’hor mistri ha da gement hini en deuz da welet war-n-omp, dreist-holl d’hon tad-kovesour, rak, eme zant Filip a Neri, « kuit e vezimp da anzavout da Zoue ar pez on devezo great evit senti, gant na vezo ket sentet evit pèc’hi. »

22. — Daou dra zo evit trèc’hi an demptasion : pedi hag en em lakaat etre daouarn Doue. En em lakaat etre daouarn Doue, rak n’eo ket Doue eo a zigas an demptasion da bèc’hi ; lezel hon tempti a ra a-wechou evit hor mad, arabad eo evit-se e ve droug enn-omp, pegen diez ha peger poaniuz-bennag e ve hon temptasionou ; izelaomp hor c’haloun dindan dourn Doue, hag evit beza treac’h, kemeromp armou ar beden ; an armou kreva ha galloudusa int evit enebi oc’h an droug-spered ha rei lamm d’ezhan. Ar sonjezounou fall ne d-int ket pèc’hejou, ma ne bleg ket ar galoun d’ezho. Galvomp Jezus ha Mari, ha ne vezimp trèc’het birviken. Pa deu an demptasion, ez eo mad lavaret : guell’ eo gan-en mervel kentoc’h eget pèc’hi. Mad eo ive neuze ober aliez sin ar groaz, kemeret dour benniget ha lavaret d’an tad-kovesour pe seurt temptasion or beuz. Evelato, ar wella tra, an dra a zo red muia evit trèc’hi an demptasion a zo pedi kalounek hag en em erbedi oc’h

Jezus hag oc’h Mari.

14*