Pajenn:Milin - Penaos karet Jezus-Krist.djvu/248

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 246 —


23. — Pa vez sèc’hor hag enkrez enn ene, e tleomp izelaat hor c’haloun enn eur lavaret n’or beuz nemet ar pez or beuz gounezet ; en em lakaat a dleomp ive etre daouarn an Aotrou Doue, oc’h ober gant levevez ar pez a fell d’ezhan. Pa zigas an Aotrou-Doue joa ha dudi d’hon ene, en em lakeomp e doare vad da gaout enkrez hep dale, rak poan ha dudi a zo an eil warlerc’h e-ben ; p’on deuz a-vad anken gwalc'h hor c’haloun, plegomp hor penn dindan breac’h an Aotrou-Doue hag hor poaniou a vezo talvoudusoc’h d’e-omp eget an holl joaiou.





GWIRIONESIOU EVIT BEVA ER-VAD


————


24. — Joa ha poan, kement tra zo war an douar a dremeno. Doue hep-ken hag he c’her a bado da viken.

Ha petra dalvez d’an den beza bet holl enoriou an douar, pa ’z a da vervel ?

Kement tra a den digant Doue, dudi pe anken. kement-se holl a zo mad ha great evit hor mad.

Red eo en em zistaga dioc’h pep tra, evit kaout pep tra.

Hep Doue enn ene, an den n’en d-euz peoc’h e-bed.