Pajenn:Milin - Penaos karet Jezus-Krist.djvu/249

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 247 —


Nemet karantez Doue hag ar zilvidigez, ne d-euz netra red e-bed ken.

Ne d-euz da ziouall oc’h netra nemet oc’h ar pèc’hed.

Koll Doue a zo koll pep tra.

An hini ne c’hoanta kaout netra er bed a zo mestr d’ar bed holl.

War bouez pedi e vezer salvet, enn eur choum hep pedi ez ear da goll.

Gwell eo mervel eget displijout da Zoue.

Petra-bennag a ve roet evit kaout Doue, ne d-eo ket braz ar pez a roer.

Ne d-euz poan ziez e-bed d’an hini a c’hoar e tlefe beza enn ifern.

Evit karet ar boan, ne d-euz nemet sellet oc’h Jezus stag oc’h ar groaz.

Poaniuz eo pep tra pa ne vez ket great evit Doue.

An hini ne fell d’ezhan kaout nemet Doue, gant Doue a zo pinvidik a-walc’h.

Euruz eo neb a lavar da Zoue a wir-galoun : c’houi eo a c’houlennan ha netra e-bed ken.

Enn eur garet Doue e vezer laouen atao ; o choum heb he garet e vez anken hep paouez.


Gabriel MILIN.