Pajenn:Milin - Penaos karet Jezus-Krist.djvu/25

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 23 —


EIL GENTEL


————


Pegement e tleomp karet Jezus evit ar garantez en deuz diskouezet d’e-omp o lakaat ar Zakramant Santel euz an Aoter.


————


1. — Hor Zalver, o c’houzout e voa deut he amzer, a falvezaz d’ezhan, a-raok mervel, lezel war he lerc’h ar merk brasa a gavaz da ziskouez he garantez enn hor c’hever. Setu perak e lakaaz Jezus Sakramant Santel an Aoter. Sant Bernardin a Zièn a lavar : « Ar merkou euz ar garantez a vez roet enn amzer zivèza a zo ar re a ia douna er galoun hag ar re a zo lakeat, gant gwir abek, e-touez ar re wella. » Dre-ze eo e roer, peur-vuÏa, a-raok mervel, eun dra-bennag d’ar vignouned wella, evit na ankounac’haint ket pegement ez int bet karet. c’houi a-vad, o va Jezus, a-raok mont diwar ar bed, petra ho peuz-hu roet d’e-omp evit ma talc’hjemp sonj ac’hanoc’h, hag euz ho karantez enn hor c’hever ? En em roet holl oc’h hoc’h-unan, lezet ho peuz gan-e-omp ho korf, ho koad, hoc’h ene, hag ar pez ma z-oc’h, Doue enn eur ger, c’houi hoc’h-unan holl, hep derc’hel gan-e-hoc’h netra e-bed.

2. — E Sakramant an Aoter, eme ar c’honsil a Drant, Jezus-Krist a ziskouezaz peger pinvidik o voa he garantez enn hor c’hever ;