Pajenn:Milin - Penaos karet Jezus-Krist.djvu/256

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 254 —


Omnipotens sempiterne Deus, respice in Cor dilectissimi Filii tui et in laudes et satisfactiones, quas in nomine peccatorum tibi persolvit iisque misericordiam tuam petentibus, tu veniam concede placatus in nomine ejusdem Filii tui Jesu Christi qui tecum vivit et regnat in unitate Spiritus Sancti Deus. Per omnia sæcula sæculorum. Amen.

Doue a-viskoaz holl-c’halloudek, taolit ho taoulagad var Galoun ho Mab muia-karet, gwelit an digoll hag ar veuleudiou a ginnig d’e-hoc’h enn hano an holl bec’herien ; ha pa c’houlennomp trugarez, pardounit d’e-omp gant madelez enn hano ar memes Jezus-Krist ho Mab, a zo Doue, a vev hag a ren gan-e-hoc’h ha gant ar Spered-Santel, a holl viskoas da virviken. Evel-se bezet great.





PEDEN


EVIT


EN EM WESTLA DA GALOUN SAKR JEZUS


————


O Jezus holl madelezuz, ô Jezus, Salver ar bed, taolit eur zell a drugarez war-n-omp-ni, stouet aman e-hars treid hoc’h aoter. Ni a zo hag a fell d’e-omp beza d’e-hoc’h ; hogen, evit ma c’hellimp en em starda muioc’h-mui ouz-hoc’h, e teuomp hirio, ac’hanomp hon-unan, d’en em westla d’ho Kaloun Sakr.

Eun niver braz a dud n’o deuz morse Hoc’h anavezet, kalz re-all o deuz great dismegans war-n-Hoc’h, o terri ho kourc’hemennou : ho pezit truez ouz an eil rumm hag egile, ô Jezus dous ha mad, ha sachit anezho etrezek ho Kaloun Sakr.