Pajenn:Milin - Penaos karet Jezus-Krist.djvu/268

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 266 —

ra zeui ar Batriarched santel da ziskouez ho levenez abalamour ma viot erruet e joa ar Baradoz !

Goulenn a ran ma teui hor Zalver Jezus-Krist he-unan d’en em ziskouez d’e-hoc’h, gant madelez, evit ho lakaat enn he gichenn, e-touez ar re a dle choum bepred gant-han. Goulenn a ran ma ne ouezot morse pegen spountuz eo an denvalijen, pegen skrijuz an tan, pegen glac’haruz an oll boaniou-ze. Ra zeui an droug-spered hag he holl vevelien da anzao ez oc’h treac’h d’ezhan, da grena gant ar gounar ha da dec’hat pell, betek strad an ifern, e-kreiz an noz eternel, pa welo ac’hanoc’h o tont, asambles gant an Elez.

Savit, va Doue, ha diskarit hoc’h enebourien ; lakit ar re o deuz kasouni ouz-hoc’h da vont da netra, evel ar moged enn avel, evel ar c’hoar dirak an tan; ha roit joa ha levenez d’an eneou just a ia dira-z-hoc’h. Ra vezo eta an droug-sperejou trec’het ha diskaret, evit na c’hellint mui stanka ouz-hoc’h, ene kristen, hent ar Baradoz. Ra zeui Jezus-Krist, hag en deuz gouzanvet evid-hoc’h, d’ho tiouall ouz pep poan er bed-all hag ouz ar mare eternel, pa en d-euz bet ar vadelez da vervel evid-hoc’h. Goulenn a ran ma teui ar Pastor mad d’ho tigemeret evel unan euz he zenved, ha da mi d’e-hoc’h eur plas kaer enn he Varadoz. Ra zeui da lakaat hoc’h ene da veza gwen evel an erc’h, evit ma c’hellot azeza e-touez ar Zent, a zeou da Zoue. Goulenn a ran ma welot Hor Zalver dira-z-hoc’h, ha ma viot euruz e-kreiz