Pajenn:Milin - Penaos karet Jezus-Krist.djvu/272

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 270 —

gerc’hat, evit mont gant-han dirak an Holl-C’halloudek.

Ra zeui Jezus-Krist, en deuz ho kalvet, da ober d’e-hoc’h, ene kristen, eun digemer mad. Ra viot lakeat gant an Elez, e-kichenn Abraham, evit beza euruz gant-han.

Roit d’ezhan, va Doue, ar repos eternel, e-kreiz ar sklerijenn a bado da viken.

Va Doue, o pet truez ouz-omp.
Jezuz-Krist, o pet truez ouz-omp.
Va Doue, o pet truez ouzomp.
Hon Tad pehini ’zo enn nev, etc…

℣. Ha n’hon lezit ket da goueza enn demptasion. — ℟. Mes hon dilivrit a bep droug.

℣. Roit d’ezhan, va Doue, an diskuiz eternel. — ℟. Er sklerijen a bado da viken.

℣. Va Doue, dioc’h dor an ifern. — ℟. Pellait he ene !

℣. Ra vezo e peoc’h. — ℟. Evel-se bezel great !

℣. Va Doue, selaouit va feden. — ℟. Ra zavo va mouez beteg enn-hoc’h !

Peden. — Ni ho ped, va Doue, da gaout truez ouz ene ho servicher (pe servicherez), a zo o kuittaat ar bed-ma, evit ma vevo gan-e-hoc’h brema. Goulenn a reomp, gant holl nerz hor c’haloun, ma teui ho trugarez ken madelezuz da bardouni d’ezhan an oll bec’hejou en deuz great, dre he zempladurez, war an douar. — Evel-se bezet great !


————