Pajenn:Milin - Penaos karet Jezus-Krist.djvu/40

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 38 —

grasou hor Zalver, Jezus ? Hen he-unan a lavar e vezo roet d’e-omp kement a c’houlennimp enn hano Doue, he Dad. Penaos ive ne rofe ket Doue, an Tad, d’e-omp ar pez a c’houlennimp, pa en deuz roet he Vap Jezus, ar Map n’en doa nemet-han, ar Map a zo ker karet gant-han ha m’en em gar he-unan ? An Abostol a lavar c’hoaz en deuz Poet d’e-omp pep gras gant Jezus, hogen e pep gras ema ar grasou hell, da lavaret eo, ne d-euz gras e-bed er meaz ; enn ho zouez ema ar c’hras a neta hon ene euz a hep pèc’hed, ar c’hras da genderc’hel er mad bete mervel, ar c’hras da gaout karantez Doue, da veza e stad vad ha da vont rag-êeun d’ar baradoz. Evit kaout ar grasou-ze a-vad, ez eo red e pedfemp an Aotrou-Doue, ha Doue a zo leun a vadelez e-kever ar re a bed anezhan, Doue a roio d’e-omp hervez hor peden hag hor goulenn.

10. — Evit lakaat da greski ar fisianz a zo red da gaout e madelesiou Jezus-Krist, me a ia da lavaret ama war-lerc’h eun darn euz a gomzou kaera an tad Avila.

11. — Na ankounac’hait ket, kristenien, ema Jezus-Krist, a zo Doue ive, etre Doue an Tad ha ni, pèc’herien ma’z omp ; oc’h Jezus omp stag ker stard gant liammou kre ar garantez ne d-euz netra e-bed, nemet ar pèc’hed, siouaz ! a gement a ve evit dont a-benn da derri, na zo-ken da zistarda anezho. Goad Jezus a gri-forz o c’houlenn trugarez evid-omp. Krial a ra ken estlammuz, na vez ket klevet trouz hor pèc’hed. Jezus-Krist, o vervel, en deuz kaset hor pèc’hejou da netra.