Pajenn:Milin - Penaos karet Jezus-Krist.djvu/65

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 63 —

tèchou fall ha mouga, grisiou hag all, c’hoantegesiou direiz hor c’haloun. Ia, ken na vezo tennet an holl grisiou fall euz hon ene, bete neuze ne vezimp unan gant Doue, o kaout mad ar poaniou hag o c’houzanv anezho dre garantez oc’h Jezus.

12. — Diwar an traou-ze holl e c’hellomp lavaret, pa fell d’eur galoun en em rei holl da Zoue, e tle, evel a zesk d’e-omp sant Iann ar Groaz, klask kaout poan gant pep tra er bed-ma, ha kemeret laouen kement a c’hoarvez gant-hi a-enep ; mar bez ar poaniou-ze karet gant an ene, e vezint dre-ze kavet mad dirak Doue. Salomon ar Fur a lavar ez eo gwelloc’h eun den hag a c’hoar gouzanv he boan hep klemm, eget eur brezeller kalounek. Doue a gar an hini a gastiz he gorf dre ar iuniou hag ar zilis, o veza ma tiskouez ez eo eun den a galoun, oc’h en em gastiza evel ma ra ; evelato, e kar muioc’h an hini a c’hoar gouzanv hep klemm hag a zo bepred laouen dindan ar c’hroasiou a deu d’ezhan a zourn Doue. Sant Fransèz a Zal a lavare ez eo gwelloc’h ar boan hag an diezamant a deu d’e-omp digant Doue, eget ar re a gemeromp ac’hanomp hon-unan. Pa deu ar boan war-n-omp, hep na vezomp war geal anezhi, seul-welloc’h a-ze eo dirak Doue, ha seul-talvoudekoc’h d’an ene. Santez Thereza a gred e talv muioc’h eun dervesiad poan deut aberz Doue pe aberz an dud, eget dek vloasiad kastiz a gemeromp hon-unan. Santez Mari-Madalen a Bazzi a anzave ne voa ket eur boan er bed-man, peger braz bennag e