Pajenn:Milin - Penaos karet Jezus-Krist.djvu/71

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 69 —

eme zant Fransez a Zal, ez eo red e ve gwelet hor madelez o sevel dreist kement tra a reomp. » Pa vez e nec’h hag enn enkrez an hini a dle beza kelennet pe gourdrouzet, gortoz ma vezo e peoc’h a zo red, gant aoun na greskfet an droug a zo enn-han. Sant Iann, chalouni, a lavare : « Pa vez krog an tan-gwall enn eun ti, ez eo arabad teuleur keuneud enn tan. »

5. — Jezus-Krist he-unan a zesk d’e-omp kaout ar spered a vadèlez. « Ne c’houzoc’h ket, eme-z-han, da zant Iann ha da zant Jakèz, petra spered ho peuz, pa lavare an daou-man d’ezhan kastiza ar Samaritaned, evit ma voant bet kaset kuit gant-ho euz ho bro. Ha petra eo ar spered-se, eme Jezus ? Va spered-me ne d-eo ket. Va spered a zo beza habask ha mad. Ne d-eo ket evit kas da goll, evit savetei an eneou eo ez oun deut er bed-man ; evelato, em oc’h o klask lakaat ac’hanoun da goll anezho ! Roit peoc’h, ha na c’houlennit ken digan-en netra a-enep d’am spered. » Hag e gwirionez, he vadèlez a voe braz e-kever ar c’hrek avoultr ; goude lavaret d’ezhi na bèc’hje ken, e kasaz anezhi e peoc’h. Gant ar vadèlez-se ive e lakeaz ar Zamaritanez da zistrei war an hent mad. Da genta, e c’houlennaz out-hi eur banne dour da efa ha goude e lavaraz : « Mar goufac’h piou a zo o c’houlenn ouz-hoc’h da efa ! » hag eun nebeud goude ec’h anzavaz out-hi e voa-hen ar Mesiaz a c’hortozet da zont. Pegement a vadelez ne ziskouezaz ket e-kever Juzas evit lakaat anezhan da zistrei ! Jezus a