Pajenn:Milin - Penaos karet Jezus-Krist.djvu/75

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 73 —

ar re all ; santez Thereza a lavare : « Eur galoun izel, pa laka enkrez da grègi enn ene, ne d-eo ket eur galoun hervez Doue, hervez an droug-spered ne lavarann ket. » Neb a ia droug enn-han goude pèc’hi, a bec’h muioc’h neuze eget ar weach kenta, rak eur pec’hed eo hag a denn d’he heul pèc’hejou a-leiz, evel ma ’z eo miret na dostafet oc’h ar zakramanchou, choum hep koumunia hag hep lavaret ar pedennou, pe diana mar lavarer anezho ne d-eo nemet diwar beg an teod. Sant Loiz a Gonzag a lavare ez eo boaz an droug-spered da besketa enn dour tenval. Pa vez an ene enn enkrez, ne wel an Aotrou-Doue nemet dre an devalijen, ha ne c’hoar neuze petra zo rankout da ober. Goude ma hor beuz pèc’het, en em lakeomp eta da bedi Doue gant eur galoun izel ha leun a fisianz, goulennomp out-han ma lamo d’e-omp hor pèc’hejou, enn eur lavaret, evel santez Katharina a Jèn : « Aotrou, setu ar frouez a zo em liorz ; karet a ran ac’hanoc’h euz a greiz va c’haloun ; enn eur bèc’hi em beuz droug-c’hreat enn ho kever ; keuz am beuz hag kiviziken ne fell d’in mui pèc’hi ; roit d’in nerz ho kroaz santel. »


Peden a Garantez


Kaera chadennou a stag an eneou oc’h Doue ! Stagit ive ac’hanoun out-han, stardit ac’hanoun ker stard, ken na vezin mui evit en em zistaga dioc’h he garantez. O va Jezus, ho karet

a ran ; c’houi a zo va zenzor ha buez va

5