Pajenn:Milin - Penaos karet Jezus-Krist.djvu/89

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 87 —

galoun, gant aoun, eme zant Fransèz Asiz, na ve sachet gant-ho d’an ifern diwar-boez he vleo. An dud a zo sparlet gant ar seurt pec’hejou ha techou fall-man, ar re-ze birviken ne c’hellint pignat da stad huel ar zantèlez, ha koll a mint ar gurunen gaer a ioa bet great evit-ho gant Doue, mar ho divije bet dalc’het mad d’he c’hras. Pa na vez netra o terc’hel al labouz, e tigor he ziouaskel hag ez a kuit war nij ; evel al labouz e o an ene ; pa na vez netra e-bed ive o terc’hel anezhan stag oc’h an douar e nij dioc’h-tu war-zu Doue. Pa vez stag, siouaz ! ha pa na ve nemet gant eun neudennik vihan, a-walc’h eo evit miret out-han da vont war-zu he Zalver. Hag a dud zo ha n’en em zantelaont ket, kaer ho deuz, dre na gemeront ket ar boan d’en em zistaga dioc’h ar c’hoz-tammou karantez a zo em ho c’haloun.

7. — Ar gwasa a zo, e o n’euz ket a garantez ouz Jezus-Krist. Darn a zo c’houezet ho c’haloun gant ar stad a reont anezho ho-unan, darn all a ia droug enn-ho, dioc’h-tu ma vez eun dra-bennag a-benn d’ezho ; lod a zo damantuz d’ezho ho-unan enn aoun rag ar c’hlenved, lod-all troet ho spered oc’h pep tra a ziaveaz a zo ho boed klevet hano euz av draou ne zellont tamm oc’h servij Doue, euz a draou a zo mad hep-ken da zivaz anezho eur pennad. Be all zo c’hoaz, dre ma ’z int enkrezet gant eun distera tra a choum hep lavaret ho fedennou, pe mar lavaront anezho diwar beg ho zeod, ho spered a zo pell ac’hano ; bremaik e voant laouen, ha setu hi brema nèc’het ha