Pajenn:Milin - Penaos karet Jezus-Krist.djvu/95

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 93 —

se nemet eur mennoz mad, hen a roio goude ar pez a zo dleet. An droug-spered n’en deuz ket a aoun rag ar re n’ho deuz c’hoant mad e-bed. Sevel ar spered enn nev dre ar beden a zo mad evit lakaat ac’hanomp da vont enn hent a gas d’ar zantelez ; e kemen-se a-wechou e peder pell amzer hep na deu frouez e-bed d’an den. « Gwell eo, eme zantez Thereza, eur beden verr hag a re frouez a-leiz eget pedennou keit ha meur a vloaz, pa ne lakeont ket an den da ober netra welloc’h e-bed evit Doue. Gouzout a ran, eme-z-hi, pa fell dioc’h-tu d’an den, zo distro war an hent mad, ober eun dra-bennag evit plijout da Zoue, n’en deuz izomm e-bed da gaout aoun, pegen diez-bennag e ve an dra-ze da c’hober. »

14. — Ar c’henta tra a dlefe an den da lakaat stard enn he spered, eo mervel kentoc’h eget pèc’hi, pegen bihan-bennag e ve ar pèc’hed. Evit gwir, hep gras Doue, n’omp ket evit trec’hi an temptasionou ; ha perak ? O veza ma fell da Zoue e lakafemp hor poan da genta, evit ma c’hello rei d’e-omp he c’hras da harpa hor sempladurez ha da lakaat ac’hanomp da veza treac’h. Piou-bennag eta a laka he boan, a ziskar kement a zao enn he enep, hag a gerz heb aoun war an hent mad dre m’en deuz fisianz ema gras Doue gant-han, hervez ar c’homzou-man a lavar sant Fransèz a Zal : « Ar pez a ra d’e-omp anaout gwella er bed-man emaomp e gras Doue, ne d-eo ket o kaout a-wechou enn hor c’haloun eur garantez tener ouz Doue, bez’ ez eo a-vad oc’h en em