heñ a zo anezañ an den meurbet gouiziek [1], *druvids, emañ e dalc’h e spered an doueed kerkouls hag holl traou kuz an hud hag an divinouriez.
E-touez Kelted Galia, re Iwerzon ha, da gredi eo ivez, ar Vrezoned, e oa an drouized, war eun dro, divinourien, beleien, achanterien, mezeged ha kelennerien. Re C’halia a veze ouspenn galvet alies da varnerien pe da gompezourien er prosezou hag er breutadegou. Drouized Galia a oa anezo eun doare kenseurtiez, en he fenn eur rener hepken. En em voda a raent bep bloaz en eul lec’h sakr eus bro ar Garnuted a selled evel kreizenn Galia. Di e teue ar re, d’ezo arguzou da ziveska, o suje da varn an drouized. Ouz neb a nac’he plega d’o barnedigez e tifennent an aberzou hag an dud a veze skôet gant an difenn-se, lakaet a-renk gant an dizoueidi hag an dorfedourien, a dec’he an holl diouto gant an euz.
Doujet-meurbet e oa an drouized hag enoriou bras a zouged d’ezo. Re C’halia a oa dizamm diouz ar gwiriou hag an holl gargou, en o zouez ar servij soudard. Eur vad-dreist rôet d’ezo ne oa ken ; arabad lakaat diwar se e tifenne o c’hredenn outo embreger armou ha brezelekaat. Er bloavez 63 kent H. S. e welomp e Roma an drouiz Dêvikiakos o komz d’ar senedourien en eur stoui war e skoued, ar pez a ziskouez e touge armou evel ma tlee ober kement uheliad ha den en e frankiz ; er bloavez 57 e welomp anezañ o ren arme an Aedued da rei skoazell da Gaesar en e brezel ouz ar Velged. En Iwerzon, etro derou an oadvez kristen, an drouiz Cathbu a zo anezañ, war eun dro, eun drouiz gouiziek hag eur brezelour ampart.
E skrid ebet eus an Henamzer gresian ha roman nag eus ar Grennamzer iwerzoniat n’eus meneg o dije an drouized bevet e kevred evel menec’h kristen. An drouiz iwerzoniat a vev en e di gant e wreg hag e vugale evel ne vern pehini eus e genvroiz. En IIet kantved goude H. S. e welomp en Iwerzon, eun drouiz anvet Nodons o chom en eun dunon (kastell) en deus graet sevel war eun dachenn bet rôet d’ezañ gant ar roue-meur ; e vab Tasgoz, drouiz eveltañ, en deus eur verc’h a zo skrapet gant ar brezelour
- ↑ Savet diwar varteze n’eo ken an diskleriadur-se eus ar ger keltiek druis, druidos, nemet ar muia gwirheñvel eo eus an holl diskleriaduriou seurt-se a zo bet kinniget. Druis n’en deus mann d’ober gant ano an dervenn a oa, e keltieg koz, dervos pe dervon.