viros, hag an impalaer Klaodius, hep mar pa dremenas dre C’halia er bloavez 43, a verzas dre lezennou lidou an drouized. E dibenn ar c’henta kantved goude H. S. an drouized a gaved c’hoaz e Galia a oa reuzeudik o stad : mezeged tud ha loened e oa anezo. Da get ez ejont didrouz er c’hantved war-lerc’h.
Hevelep tra a c’hoarvezas er broiou eus Breiz-Veur a oa sujet d’ar Romaned. Betek an ano a drouiz a voe ankounac’haet gant ar Vrezoned, hag, er IVet kantved, pa zegouezas ganto, da heul argadennou Iwerzoniz, en em gavout gant drouized deut eus an enezenn nesa, e savjont, evit o envel, eur ger nevez darguid (bremañ derwydd), a dalv kement ha « diouganer » pe darlavariad, evel ma lavared e brezoneg gwechall.
An drouized a oa manet en o sav e-touez ar Bikted hag Iwerzoniz. Outo o devoe ar gloer gristen da ren eun taer a vrezel a bade c’hoaz er VIet kantved. Trec’h e voe ar gristenien a-benn an diwez. Er Grenn-amzer ar re a gemere, en Iwerzon, an ano a drouized n’oant nemet sorserien disprizet gant an holl dud desket.
Ar barz. — Ar ger bardos « barz » a heñvel beza bet anavezet dre ar bed keltiek war e hed. E gavout a reomp, neket hepken e Galia, e Breiz-Veur hag en Iwerzon, hogen e-touez Kelted kreizenn Europa ivez. En Hanternoz Italia, tost da gêr Vediolanon (Milano), ez oa eul lec’h anvet Bardomagos « tachenn ar barz ».
E-touez Kelted Galia, e mare ar roueed Luernios ha Bituitos (IIet kantved kent H. S.) ar barz a ziskouez beza dreist-holl eur rimer, den-a-lez a gan meuleudi ar roue, e gadarnded, e daoliou-kaer hag ivez gouenn, kadarnded, ha taoliou-kaer ar vrôad sujet d’ezañ hag ar brôadou stag outañ dre garantez pe gevredigez. En o c’han ec’h en em eile ar varzed gant eun doare telenn anvet krotta pe krutto (a zo aet da « crwth » e kembraeg bremañ) [1]. Ar varzed, da gredi eo, a save ar c’hanaouennou brezel a veze kanet a-gevret gant ar soudarded keltiat kent ha goude an emgann : amprestet e voe ar ger keltiek *bardatos (bremañ
- ↑ En iwerzoneg crott a dalv « telenn », d’Arbois de Jubainville, Cours de littérature celtique, I, pp. 55-9. Krouz eo ar stumm brezonek. Ar furm c’hermanek eus an hen-geltieg krotta a oa dre h. Ar furm c’hermanek-se, degemeret gant romanegerien C’halia, a zo aet d’ar galleg koz rote.