Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/113

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
113
ar ouiziegez, skiant ar vuhezegez, ar gelennadurez


Al loenoniez. — Ar Gelted a vage, dre galz, chas, kezeg, ejened, deñved ha moc’h, hag, er magerez-se, e tiskouezent, anat a-walc’h, skiant hag ampartiz, kement ha ma ’z eo reiz gortoz digant tud savet en o fazennad sevenadur. Oc’h ober dre baraduriou e klaskent gwellaat ar gouennou loened-ti ha sevel gouennou nevez : para a raent evel-se ar gouennou kezeg gant an azen hag ar c’hi gant ar bleiz. Ouspenn-se, chaseourien douet a oa anezo, o spia eveziek buhezegez ha boaziou al loened gouez : loened pevarzroadek, evned ha pesked. Kement ha ma c’hellomp merzout, e vije diwanet ker stank, er geriadur keltiek, an anoiou loened hag an anoiou louzeier. Ar gouennou loened niverus o pobla doureier, aer ha koadou Keltia a oa ganto peb a ano hag ez oa eun ano disheñvel da gement rummad diforc’het e-barz eur ouenn : brannos, krovos, lougos, vesakos, da skouer, e oa, heñvel eo, anoiou pevar doare brini. Evit loened a zo e oa an ano diouz oad ha reiz al loen, ha, pa veze eun aneval doñv an hini ’oa, diouz an implij anezañ : marka e oa ano ar marc’h-emgann ha vorêdos hini an doare marc’h a staged ouz ar c’harr skañv peder rod anvet réda. Amprestet o deus ar Romaned digant ar Gelted meur a ano loened : alauda « alc’houeder », tinka « trañch », ankorakos « par an eog », bebros « avank » [1], vertragos « levran », alkis « karo-meur », uros « ejen gouez » [2].

A-hend-all, ergerziou ar Gelted evel gobr-soudarded en hanternoz Afrika hag e mervent Azia a reas d’ezo anaout eun niver loened eus ar broiou-se, evel an olifant, ar c’hañval, al leon, ar struskañval hag ar marmouz. Abana e oa ano ar marmouz e keltieg koz hag e tremenas ar ger-se eus ar c’heltieg er germaneg (apan) [3]. N’ouzomp ket petore ano a reas ar Gelted eus an olifant hag eus ar c’hañval ; anvet eo ar c’henta cawrfil « ramsvil, ramsloen » gant Kembreiz hag an eil e oa cauurvarch « ramsvarc’h » e ano e ker-

  1. Ar ger-se a zo aet da befer e kerneveg. Hor ger avank a zalc’h lec’h eur ger hengeltiek abonakos diwanet eus abona « aven ».
  2. Darn eus ar geriou latin-se a ouenn geltiek a zo manet e yez romanek Galia : alauda, tinca, biber, vertragus a zo deut da veza e galleg « alone, tanche, bièvre, veltre.
  3. Abana a oa d’ezan marteze eun adstumm dre p a gaver e-touez ar Geltibered. War unan eus an enskrivaduriou eus an oadvez kelt-ha-roman kavet en Estremadura, e lenner Apana Leuri filia « Apana merc’h Leuros ». Leuros a hanval beza keltiek ha hena stumm an iwerzoneg lour, leor, lor « bastus, a-walc’h ». A c’hellje beza e vije Apana henvelc’her gant abana « marmouz ». Stumm keltiek a zo gant anoiou-all war an enskrivaduriou-se : Lubacnus Tancini filius « Lubaknos mab Tankinos », Toncius Toncetami filius « Tonkios mab Tonketamos ». h. a. Rev. celt. 1910, p. 129 ; 1896, p. 110-1. — Libuek e tiskouez beza andon ar c’heltieg abana « marmouz ». Kenveria an nubianeg breman abalan « marmouz », liester abalani, Homburger, Les langues négro-africaines et les peuples qui les parlent, 1941, p. 216.