Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/12

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
12
notennou diwar-benn ar gelted koz

c’hosa brôadeliou kounaet gant an istor, hag ar brôadeleziou-se a zo bet furmet hogos bepred gant eur c’hemmesk a zanveziou gouennel disheñvel. Pobl ar Gelted, — d’ezo dreist-holl da genta neuz poblou an Hanternoz : ment uhel, bleo melen, daoulagad glas, — en em veskas e Breiz-Veur, en Iwerzon, e Bro-C’hall hag er peurrest eus Europa, gant poblou all disheñvel tre diouto ha niverusoc’h egeto. O adverat o deus graet ha rei d’ezo o yez, o sevenadur, o anoiou brôadel ; int-i a zo bet, en eur ger, ar goell en deus laket da c’hoi ha da sevel ar c’hoz veuriadou gounideien-douar ha mesaerien eus Kornog Europa ; bevezet int bet ganto, avat. Gant-se, mar geller gant gwirionez komz a Gelted, a vrôadou keltiek, a sevenadur keltiek, n’heller ket nemeur komz a ouenn geltiek, rak :

a) ar Gelted ne oant, da genta, nemet eur barr eus eur ouenn-dud o veva en Europa an Hanternoz. Komzet o deus hag e komz c’hoaz tud ar ouenn-se darn anezo yezou ariek (germaneg, letteg), ha darn all yezou nann-ariek (finneg) ;

b) ar poblou keltiek a vremañ, evel ar re a veve a-benn ar c’henta kantved kent H.S., a zo ouz o ober, evit an darnvuia, tud hag en em gave o c’hendadou e kuz-heol Europa abaoe an oadou pella.


KEVRENN II : EUR SELL OUZ ISTOR AR GELTED KOZ


Ar poblou brasa, ar muia brudet en istor, a zo bet bepred teñval ha dister o derou. Eun dournadig gounideien-douar ha mesaerien armet ne voe ken ar Romaned da genta. E kornig eur rannvro dister eus Italia edont, hag, e-touez ar poblou pinvidik ha galloudus a veze en-dro d’ezo hag o disprize, hini ebet n’helle amgredi e teuje ar seurt tudigou, dre zerc’hel da greski o galloud hag o gouiziegez vrezelel, da lemel diwar c’horre an douar betek o ano-i, e rajent al lezenn d’an hanter eus Europa, Azia hag Afrika, hag e savje diwar o yez latin eil-yezou a vije komzet gant nouspet mil ha mil a dud.

Kemend-all a c’hoarvezas gant ar Gelted. Kreski a rejont divrud en eul lec’h pe lec’h eus Europa an Hanternoz, marteze e kichen poblou a oa da genta galloudusoc’h egeto. Ren a rejont, dindan eun oabl dihabask, war eun douar peuz-distruj, ar vuhez c’haro a rene labourerien-douar ha