Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/121

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
121
ar ouiziegez, skiant ar vuhezegez, ar gelennadurez

hag e kemerjont an enezenn digant tud Dana o virout an hanternoz, ar c’hornog hag ar mervent. Lezet e voe al Leinster gant an henvroiz ha roet d’ezo da roue eun « den a Zomna » Fer-Domnann.

An eizvet argadenn a voe kaset da benn gant eur meuriad Breiziz a rae Iwerzoniz anezo « tud Fidga », Fir-Fidga, Tuath Fidga. Kalz a zroug a rejont da Vileziz gant o armou kontammet.

Neuze eo e c’hoarvezas an navet argadenn, hini ar Bikted [1], a zouaras e korn kreisteiz Iwerzon. En em gevredi a reas Mileziz ganto hag a drugarez d’o skoazel, e voent trec’h da dud Fidga. Rei a rejont neuze intañvezed ar vrezelourien a ouenn « Mile » a oa marvet war vor da briedou d’ar Bikted, ha redia ar re-mañ, goude-se, da gas o annez da enez-Vreiz.

Gwall-ziaes eo ober en danevellou koz-se perz ar vojenn ha hini an istor. Setu amañ, hervez eun lien-skrid, penaos e vije bet neuziet ha speredet ar re benna eus alouberien goz Iwerzon :

« Kement a zo gwenn o c’hroc’hen, gell o bleo, her, leun a enor, dizaon, tud d’ober berz, brokus da zarnaoui douarou, danvez, bizeier, ha na grenont ket rak ar c’hrogad nag an emgann, ar re-se a zo diwar vibien Mile en Iwerzon.

« Kement-hini a zo melen o bleo, droukrañsus, mentet-uhel hag holl-breizer ; kement-hini a gar ar sonerez, ar vis-

  1. E skridou Iwerzon e vez graet a-wechou eus ar Bikted Cruithni, tro-envel unan Cruithne, a zalc’h lec’h eur ger koz *Qritanii, tro-envel unan *Qritanios. Aliesoc’h ec’h anver anezo Cruithnig eus an ano-bro Cruithne a verk Breiz-Veur hag a c’houlenn a-raozañ eur furm koz *Qritania, *Qretania. E keltieg an Douar-bras e lavared *Pretanis, *Pritanis. Ac’hane an hen-gembraeg Priten, diwezatoc’h Prydyn, Prydein ha Prydain, a verk bro-Skoz, brezoneg Preden (en ano-lec’h Lopreden). Eun dra da evesaat eo kement-man : ha d’ar Vrezoned ober eus enez-Vreiz enez-Preden, biskoaz n’o deus tennet eus an ano-bro-se eun ano brôadel d’en em envel i o-unan. Predeniz a zo chomet bepred en o yez an ano a lakent d’o enebourien, ar Bikted, aet a-dolpad da veva e kevrenn hanternoz an enezenn. Douar estren bet trevadennet ganto eo manet enez-Preden evit ar Vrezoned (J. Loth). — An ano laket d’ar Bikted er skridou latin, Picti, Picti Brittoni, a dalv « ar re a zo livet o c’hen, ar re broudvrizellet o c’hen ». Bez’ ez eus bet e keltieg an Douar-bras eur ger *pixto (*qixto e keltieg Iwerzon) a dalv kement ha « engrava, skulta, tatoua, broudvrizella, skejvrizella ar c’hroc’hen ». Hen kavout a raer e lies ano pobl ha den : Pixtones (vulgo Pictones}, Pixtillos, Pixtogenos, Pixtilankios, h. a.