o madelez hag o eeunder, o c’hasoni ouz ar gaou hag o c’harantez ouz ar gwir, glanded ha lealded o gwragez [1] ;
3) roet int bet, a zo kaeroc’h, da skouer d’o c’henvroiz gant kelennourien war vuhezegez. Plijout a rae d’ar re-mañ lakaat gwirionded poblou an Hanternoz hag o buhez reiz ha yac’h e kemm gant trubarderez ha hudurniez Kreisteiziz.
Diwar gement-se e c’hellomp dastum ne voe trec’het ar Gelted, evit ar pez a sell ar vuhezegez vat, gant hini ebet eus poblou Europa gwechall, hag e voent zoken, war boentou-zo, trec’h da boblou ar C’hreisteiz, miret ma ’z oant bet gant o doare-beva diouz ar gwall-siou a amprestas ar C’hresianed hag ar Romaned digant sevenaduriou koz ar Sav-heol.
Ar pez a ouzomp eus ar reolennou a vuhez a roe drouized, Galia en o c’helennadurez hag eus buhezegez paganed Iwerzon a denn d’hor startaat c’hoaz er gredenn-se.
Skiant ar vuhezegez gant an drouized. — Skiant ar vuhezegez a rae eur gevrenn a bouez e kelennadurez drouized Galia. Miret eo bet d’eomp gant eur Gresian eus an IIet kantved, goude H. S. unan eus ar reolennou anezo : « Douja an doueed, tremen hep ober droug ebet, beza kadarn », a gemenn, war eun dro, ar feiz, ar gadarnded hag eur vuhez glan ha reiz. Gouzout a reomp ivez, dre skrivagnerien all, o deus dalc’het an drouized karg unvanerien ha peoc’herien e-touez ar Gelted, hag int tud taer ha brezeliat. Brudet e oant evel ar re wiriona eus an dud, hag e fizied enno a-walc’h barnedigez ar breutadegou, dreist-holl ar re a save diwar vuntrerez. Eun dra a c’hoarvezas a-wechou er c’henta kantved kent H. S. : gwelet e voe diou armead keñver-ha-keñver, ganto o c’hlezeier dic’houinet hag o goafiou a-bann, hag an drouized oc’h en em deurel etre an daou vagad hag o tont a-benn da unvani an dud-se war-nes en em daga.
Kuzuliou ar c’hadour Setantios d’e ziskibl Luguadis. — Miret eo bet d’imp ar pennad-mañ da heul gant eur skrid iwerzoniat eus ar Grenn-amzer, nemet pagan rik eo ar gelennadurez anezañ, meneg ebet ennañ nag eus Doue nag eus
- ↑ Da gaout skoueriou sellout ouz ar pennadou X ha XI.