Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/124

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
124
notennou diwar-benn ar gelted koz

an Iliz. Ar c’hadour brudet Setantios [1] en dije bevet er c’henta kantved goude H. S. hag e ziskibl Luguadis [2], lezanvet « e gelc’hiou ruz », a vije bet galvet da roue-meur Iwerzon er bloaz 65. Pa voe ar paotr yaouank war-nes kimiadi da vont en e garg nevez, e vestr a gomzas d’ezañ evel-hen :

« N’ez ket da enaoui rendaelou izel ha gouez. Na vez ket feuls, dibarfet, rok. Na vez ket aonik, taer, buanek, dievez. Na vez ket eus ar vezvierien-se a zo aon razo hag a ra freuz… Na lez ket termen galloud al lezenn da gloza war eur gaou. Ra vezo selaouet mouez an eñvoriou beo da c’houzout gant pe hêr e tle digouezout an douar. Ra vezo ar wiraourien rik ha gwirion dirazout ! Ra vezo barnerien da rei ar Gwir d’ar vro !… Ra vezo galvet ar re veo da hêred madou ha rôet en-dro, war o le, ar vuhez da diegeziou ar re varo ! Ra binvidikaio an hêred hervez o gwir reiz ! Ra dec’ho an alouberien, deut a-ziavaez an tiegeziou, o plega da nerz-dreist an douarened reiz ! »

« Na respont gant rogentez. Na gomz ket ez vouzarus. Diwall d’ober da furlukin. Na ra goap ouz den. Na douell ket ar gozidi. N’az pez a wallziskred ouz den. Na c’houlenn netra a ziaes. Na gas diwar da dro goulenner ebet hep respont. Ne rôi, ne zinac’hi, ne bresti mann hep gwir abeg. Degemer gant doujañs kenteliou ar re fur. Az pez koun eus kelennadurez ar re goz. Heuilh al lezennou savet gant ar gourdadou. Na vez ket yen a galon ouz da vignoned. Bez nerzus ouz da enebourien. En em vir diouz an arguzou a noazfe ouz da enor, p’en em gavjes alies gant tud all. Na vez ket eur marvailher diroll. Na vac’hom den. Na zastum tra a gement na vefe ket talvoudus. Ra vo eeunet gant da rebechou an neb a ra dislealded ! Na vezet ket da varnedigeziou saotret gant gwall-froudennou an dud ! Na gemer ket madou an nesa gant aon n’az pefe keuz. Na vez ket eun tabuter, evit mirout da denna droukrañs warnout. Na vez ket diegus, betek gouzout na zeufes da veza dinerz. Diwall da veza mesker ha da goll, dre-se, da vrud-vat. Asanti a rez-te heulia ar c’huzuliou-se, o va mab ? »

  1. Setanta e skridou ar Grenn-amzer. An hevelep ano eo ha hini ar Setantii meuriad breizat war aodou mor Iwerzon. Anavezetoc’h eo Setanta dre e lezano « Cuchulain » da lavarout eo « ki Culann ».
  2. Lugaid er Grenn-amzer.