Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/127

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
127
ar ouiziegez, skiant ar vuhezegez, ar gelennadurez


KEVRENN IV : KOSA SKOLIOU IWERZON


En Iwerzon, e-keñver ar skoliou dalc’het gant an drouized, e oa skoliou all dalc’het gant an divinourien pe veletes. Meneg a vez alies eus ar skoliou koz-se a Iwerzon er skridou a sell ouz ar marevez pagan. En IIIet kantved goude H. S. ar roue Korbomaqos maqos Arti [1] a savas e Tara, chomlec’h ar roue-meur, teir skol, unan a vrezelouriez, an eil a zanevellouriez, an deirvet a reiz hag a wiraouriez.

Pleustret-dreist e voe, moarvat, en Iwerzon, war gelenn an istor a c’henou da c’henou, en tri chantved kent hag en tri c’hantved goude donedigez H. S., pa heñvel gouizieien iwerzoniat ar mare-se beza miret a rumm da rumm, hep skoazell ar skritur, koun darvoudou ker koz, da skouer, hag argadenn Galiani [2] (da lavarout eo Kelted Galia) en IIIet kantved kent H. S. Muntret e oa bet eur roue iwerzoniat eus an amzer-se gant ar roue-meur. Mab an hini lazet a dec’has war-du ar Reter : tremen a reas en enez-Vreiz hag ac’hano war an Douar-bras, e-lec’h en em lakaas e dalc’h roue tud Menapia [3]. Hemañ, savet ennañ karantez ouz an divroêt, e gasas en-dro da Iwerzon gant 300 lestr, warno 2.200 Galian, brezelourien o goafiou houarnet ledan. Skoazellet ganto, an divrôet a skôas d’ar maro roue Iwerzon, 30 roue dindanañ, ha 700 a vrezelidi. Brudet e voe ar C’halianed evel gwella kadourien Iwerzon [4]. Diazeza a rejont er c’horn

  1. Cormac mac Airt e skridou ar Grenn-amzer.
  2. Deut eo ar ger-se da « Galiain » en iwerzoneg, er Grenn-amzer. Al lost-ger an, er ger-se, a zo an hevelep hini hag e Romani (eus Roma), Tolosani (eus Tolosa).
  3. Er c’hantved kenta kent H. S. ez eo ar Menapii unan eus meuriadou ar Belgion (kevrenn hanternoz Galia). Derc’hel a raent aodou mor an Hanternoz, eus aber ar Rênos d’ar striz-mor a anved neuze raz Galia (bremañ raz Calais). E gre an argadennou graet gant Kaesar e Galia, o devoa c’hoaz en tu-hont d’ar Rênos, e Germania, douarou, atantou ha kêriadennou, De bello gallico, IV, 4. Kalz a vigi o devoa ha listri-mor warno goueliou liesliou, eme Dacitus (Ia kantved goude H. S.).
  4. Kaesar en deus lavaret ivez e oa ar Velged gwella brezelourien Galia. — An danevell kaer-dibaot-se a zo bet gwall-zistreset gant gouizieien iwerzoniat ar Grenn-amzer diwar o studi eus ar Skritur-Sakr. Ar ger Menapia o veza aet da « Menia » en iwerzoneg krenn, e voe trôet ganto tir fer Menia « douar am dud a Venia » en tir Armenia « douar Armenia ». Eur skouer eo, etre kant a re-all, eus ar c’hemmesk hag ar rouestl o deus laket gouizieien Iwerzon ar mare-se en henistor o bro, goude lenn ar Skritur-Sakr ha leoriou ’zo eus an danevellourien c’hresian ha latin.