Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/13

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
13
eun damskeud eus istor ar gelted koz

mesaerien an Hanternoz da vare an arem, o kaletaat o c’horf diwar ar vuhez-se hag o nerza o mennerez. O gouiziegez vrezelel o deus kresket en emgannou trec’h pe goll, e brezeliou stank, meuriad ouz meuriad, ha da c’houde pobl ouz pobl. War astenn ez int aet a-zehou hag a-gleiz betek an deiz m’o deus, da heul darvoudou a veur a seurt hon eus eun damskeud eus darn anezo, lezet war a-dreñv an alar, ha m’o deus, krog o dourn er sugellou hag er c’hleze, kerzet, neket da « c’hounidigez ar Bed », gouez d’o barzed diwezatoc’h, « da c’hounidigez Europa » an hini eo. A-benn pemzek kantved, diwar pennabegou heñvel evit ar peurvuia, ar pep brasa eus ar C’hermaned a dlee kemer an hevelep hentou hag adober an hevelep istor.


Bro genta ar Gelted. — War ribl mor an Hanternoz e vevent en eur vro, enni brugeier ec’hon, pradeier gleb ha koadeier, marellet a stankou hag a c’heuniou, ha treuzet gant stêriou bras : ar Rênos (Rhein), ar Visuria (Weser), an Albis (Elbe). Ar C’hresianed a anavezas abred ar vro-se dre zanevellou o marc’hadourien c’hoularz. Marvailhou souezus a zeue ganto diwar-benn hec’h eostou, he broiz, he goañvou kriz, braster ha risklou ar mor a hed anezi. Bro ar goularz, an alarc’h garmer hag an elvenn wenn e oa-hi. Eno e veve azeulerien an heol, an Huperboreaned fur. Eno e weled bep noz an heol skedus (phaetôn, élektor e gresieg) o veuzi er c’hoummou hag ar mor o c’houezi, pa stoke outañ, ar seurt c’houezenn a zeu, dre galedi, da veza ar goularz (elektron) a vez taolet ouz an aod, endra ma vez war an tevenn c’hoarezed an heol, aet da elo gwenn hirvoan, o tridal hag oc’h hirvoudi da reuziad o breur beuzet.

Aodou izel ar vro-se a veze gwastet alies gant ar mor a zic’hlanne uhel en douarou. Ar C’hresianed a glevas gant o marc’hadourien kelou eus an dic’hlannou skrijus-se : « Ar mor », eme ar skrivagnerien goz a Vro-Hellas, « a lam muioc’h a dud digant ar Gelted eget ar brezel ». Hag e skeudennont kadarnded ar Gelted o c’hortoz, armet-holl, tarz ar gwagennou trouzus, hag o dalc’hidigez pa zistroont, goude dichal ar mor, da adsevel o ziez.


Gounidigeziou-brezel ar Gelted en Europa. — Skuiz o welout ar mor o tic’hlanna dalc’hmat war o maeziou, e poanias ar Gelted da c’hounid dre an armou chomaduriou nevez. Darn anezo o deus en em ziazezet en enez-Vreiz, abred evit