Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/131

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
131
ar ouiziegez, skiant ar vuhezegez, ar gelennadurez



PENNAD VI
————


Ar Yez hag al Lennegez


Ikkavos Oppianiknos ieuru Brigindoni kantalon « Ikkavos, mab Oppianos, en eus savet da Vrigindo eur *c’han »
(Enskrivadur keltiek eus « Beaune ».)


KEVRENN I : AR YEZ


Ar yez keltiek a oa anezi eur yez indezeuropek [1] evel an darnvuia eus ar yezou komzet en Europa gwechall-goz, gresianeg, latin, germaneg, slaveg, hag all. Gant-se e oa heñvel a-walc’h ouz ar yezou-se.

War boentou ’zo e oa heñveloc’h ouz ar gresianeg, war boentou all ouz al latin, war re-all c’hoaz ouz ar germaneg. Setu amañ, da skouer, eun dibab geriou heñvel :

  1. An indezeuropeg a oa eur yez komzet war-dro an XXVet kantved kent H. S. hag a zo en em skignet a-neubeudou dre-holl en Europa hag en darn eus Azia da heul kenwerz, enbroaderez dre beoc’h pe alouberez-brezel. Komzet evel-se war eur rannad-douar divent ha gant poblou a oa anezo gouennou-tud disheñvel-tre, ne zaleas ket an indezeuropeg d’en em zarnaoui en eun niver eilyezou, a oa ar re benna anezo, en Azia, an iraneg hag ar sanskriteg, en Europa, al ligureg an illirianeg hag an thrakeg (maro o zri), ar gresianeg, al latin, ar c’heltieg, ar germaneg hag ar slaveg. — Ariek a veze graet gantan en XIXet kantved evit indezeuropek. Eur c’hammvoaz eo da dec’hel dioutan. Ar ger « ariek » a zo da virout striz evit envel ar yezou komzet gant ar poblou a rae anezo o-unan Arya, Ariya en o yez, da lavarout eo Arianed an Indez, ar Bersed (pe Iraniz, diouz ano o bro, Iran, a zo distreset diwar eur furm gosoc’h Aryânâm « bro an Arianed ») hag ar poblou kar-nes d’ar Bersed dre o yez : Skuthed, Saked, Sarmated, Alaned. Indezariek, indeziranek a vez graet dre vras eus an holl yezou-se. Arya a dalv « uhel ». N’ouzomp ket hag anavezet e oa ar ger-se gant ar poblou indezeuropek-all. Diasur eo ar c’henveriadur a zo bet graet ouz ar c’heltieg ario (en anoiou-tud Ariovistos, Ariomanos), deuet da iwerzoneg aire « mestr, aotrou ».