Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/133

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
133
ar yez hag al lennegez

*oitos [1] « le »
vêkos « *sakr »
vertos [2](12) « *talvoudegez »
katus « emgann »
korios « *arme »
marka « marc’h »
*okita « oged »
vidu « gwez koad »

oithos [3]
vihos
verthos [4]
hathus
harios
marha [5]
agitha [6]
vidhus [7]

Eun dra a zigemme ar muia ar c’heltieg diouz ar yezou indezeuropek all hag a rae anezañ eun eilyez diouti hec’h-unan : kollet en doa ar p eus ar vammyez indezeuropek, e penn ar geriou pe en o diabarz etre diou vogalenn, e-lec’h e oa bet miret ar p-se, en eur furm pe furm, gant ar yezou indezeuropek all, gresianeg, latin, germaneg, hag all. Da skouer :

Indezeuropeg


pare (para e gresianeg)

Hengeltieg


are

Brezoneg


ar (en arvor, argad, arvrec’h)

pltano (gresianeg platanos)

litanos

ledan

plânos (latin plenus)

lânos

leun

plârus (hen-c’hermaneg florus, saozneg floor)

lâros

leur

prtus (latin portus, hen-c’hermaneg furdus)

ritus

rit (« roudour » en hen-vrezoneg)

uper (gresianeg huper, latin super, alamaneg über)

uer, ver

gour- (e gourc’hemen, gourlano, gourzao)

upo (gresianeg hupo)

uo, vo

gou- (e gouzañv, goubenner, gouer) [8]

  1. Deut da oeth en hen-iwerzoneg.
  2. Deut da uuert en hen-vrezoneg, gwerz e brezoneg-bremañ.
  3. Deut da eid en alamaneg, oath e saozneg.
  4. Deut da wert « priz » en alamaneg.
  5. Deut da marah en hen-alamaneg.
  6. Deut da egida en hen-alamaneg.
  7. Deut da witu en hen-alamaneg ha vudu e saozneg koz Breiz-Veur, saozneg-bremañ wood.
  8. Gouver (ha gouverenn) a zo reisoc’h, ar ger-se o veza aet d’hen ober gou + ber (ar wrizienn-c’her a zo e bera). Ar stumm hen-geltiek a zo *voberinio, *voberinia : eur waz-dour eo o redek dindan ar gwez, a-dreuz d’eur c’hoad (J. Loth). Kenveria Voberna, bourc’h gant ar Genomaned, pobl geltiek en Italia, hizio Vobarno, war stêr Chiesa, Val Sabbia, provins Brescia, Rev. celt. 1917-1919, p. 309. Kenveria ouspenh *Vobera, hizio la Woèvre, kompezenn e-harz Verdun. — Kemmeska gour ha gou he deus graet ar bobl dizesk e brezoneg. Eun dra dleet eo d’an dud, deskadurez d’ezo, o digemmeska, rak tremen hep an daou c’hourfenc’her-se n’heller ket ober. Ret-holl ez int da vuhez ar brezoneg.