Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/143

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
143
ar yez hag al lennegez

Diouz ar patrom-se e veze trôet an anoiou gourel en -os evel mapos « mab », hag an anoiou nep-reiz (na gourel na gwregel) en -on evel kantalon « *kan » [1].

Gant an « trei »-se eus an anoiou, e oa rouesaet-tre e keltieg, implij an araogennou, a zo ken stank er yezou bremañ. Ar frazenn-mañ, savet diouz skoueriou a gaver en enskrivaduriou, hag enni a-ratoz, nemet geriou a veze trôet evel viros, a ziskouezo splann en eur sell peseurt kemm a oa war ar poent-se etre ar c’heltieg hag ar brezoneg :

Aurelos Auriknos ieuru mapu Andekamuli sosin kantalon « Aurelos mab Auros, em eus savet da vab Andekamulos ar c’han-se ».

E brezoneg ne chom ken nemet penrannou ar geriou hen-geltiek : pennos, kilurnon, *okita, garanus a zo deut da penn, kelorn, oged, garan [2]. Kouezet eo an holl zilostgeriou ha, rak-se, n’eus ken a « drôadenn ». Koulskoude eun dilost bennak eus an hengeltieg o deus lezet o roudou en hor yez. Evel-se eo da skouer :

1) an dro-envel unan -ios, -ia : *tritios ; *karantia a zo deut da *tredez, trede ha karantez. Henvel eo bet e kembraeg : mawr « meur » ha cymmawr « kommeur » [3] a zo diwar mâros ha kommâros ; mawredd ha cymmawredd avat, d’ezo da dalvoudegez « brasted, braster, brasentez », a zo diwar *mâria ha kommâria. Hag en iwerzoneg : lan « leun » ha og « divoulc’h, gwerc’h » a zo diwar *lanos, *augos ; diwar *lania, *augia eo lane « leunded, leunder » ha oge « gwerc’hted ».

2) an dro-envel lies en -i : *krokkenni, *luverni a zo deut da krec’hin, lern ; tro-envel an hevelep geriou d’an unander, *krokkennos, *luvernos a zo deut da kroc’hen, louarn. En dro-envel lïes i eman andon al liesteriou-diabarz ker stank e brezoneg : hern, herz, merc’h (mirc’hi, mirc’hien, mirc’hed), ezen, ein, h. a. Henvel eo bet e kembraeg : arth « arz,

  1. Setu amañ, da geñveria, dilostgeriou al latin evit an anoiou o tibenna en -us : -us, -i, -o, -um, -e ; liester : -i, -orum, -is, -os, -i.
  2. Henvel eo bet en iwerzoneg : enigena, inigena = ingen « merc’h » ; dera = der « plac’h yaouank » ; veida = fiad « enor » ; suvis (tro-c’henel suvidos) = sui « gouizieg » (tro-c’henel suad), h. a. Nemet en iwerzoneg n’eo ket aet krenn da get an trôadur-anoiou.
  3. Kommâros a zo bet eun ano-den deuet da hen-vrezoneg Kommor, da vrezoneg-breman Kommeur (e Tregommeur). Konveur (e Plougonveur) a zo diwar eun ano-all a zen : Kunomâros, Rev. celt. 1923, p. 34.