Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/146

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
146
notennou diwar-benn ar gelted koz

D’ezan e c’hoarvezas neuze pez a c’hoarvez d’an holl yezou komzet gant poblou bet peurdrec’het [1]. Koll a reas e sked e spered ar yezerien end-eeun a rae gantan. Dall, ha dall-put, e teuas ar geltiegerien da veza ouz e berziou-mat, ouz e berziou-dreist, saouzanet m’edont gant « gloar » Rom, mezevellet ma vezent gant al luc’h dispar taolet gant ar c’hloar-se war gement a zeue eus ar Gêr-veur m’o doa an doueed rôet d’ezi ar vestroniez war holl gelc’had douar-annezet ar bed. Ne voe ket dilezet dioc’htu gant renkadou uhel ar gevredigez, nemet a-rumm-da-rumm e voe tamm-ha-tamm diskroget dioutan gant an uhelidi a-hiniennou da genta, a-strolladou goude-se. Eur wech gounezet an uhelidi d’an diouyezegez, n’oa ket ar c’heltieg evit padout pell en o zouez. A-walc’h e oa pad eur remziad-tud evit hen kas da get. Hag evel-se e c’hoarvezas a bell da nes, en holl renkadou ar gevredigez, eus ar re uhela d’ar re izela. Ar werin e voe an diweza da gomz keltieg en holl vroiou keltiekaet war an Douar-bras [2]. Bez’ ez eus traou o verka e oa komzet c’hoaz ar c’heltieg gant an dud izel diwar ar maez e kevrennou-zo eus Galia en IIIet hag er IVet kantved, hag en Helvetia d’ar mare end-eeun m’edo an Alamaned oc’h ober o annez er vro-se, da lavarout eo er Vet - VIet kantved. Ahendall, dianav

  1. Dauzat, La Vie du Langage, 1910 (ret-holl da lenn).
  2. Dre sant Jerom (331-420) e c’houzomp e oa komzet c’hoaz ar c’heltieg gant an Drevired er IVet - Vet kantved. Bet o veva e Galia hag e Galatia, e voe souezet o welout e oa henvelyez war bouez nebeut an diou bobl, daoust d’an hed-hent a oa etrezo. Diwar-benn ar c’heltieg e kevrennou kreiz Galia (bro an Aedued. h. a.) en IIIet kantved, lenn J. Loth, Inscriptions …sur pesons de fuseau, war Acad. des Ins. et Bel. Let., Comptes-rendus des séances, 1916. Pled a zo bet taolet e oa stankoc’h ar geriou keltiek e yez romanek ar micheriou (micheriou ar vro) e Galia eget e romaneg an dud uhel, Comment le latin a conquis la Gaule, war Rev. des Et. anc. 1915, pp. 99-100 ; F. Cumont, Comment la Belgique fut romanisée, Brussel, 1914 (mouladur distag ; diwar Annales de la Soc. Royale d’Archéologie de Bruxelles} ; Haverfield, The Romanization of Roman Britain, Oxford, 1915 (trede mouladur).