an uhelidi keltiat diskenn eus doueed ha brezelourien-veur an Hen-amzer. Viridomâros, renour ar C’haisated e 222 kent H. S., a stage penn-kenta e ouenn ouz an doue Rênos (stêr Rênos doueet). Krixos, roue Boged Italia, a fougee diskenn eus Brennos.
Tri meulgan keltiek a zo meneg anezo e skrivagnerien an Henamzer :
1° ar meulgan da Luernios, roue an Arverned. Ar barz, degouezet re ziwezat da gemerout perz e banvez ar roue, a gan meurded hemañ hag a glemm gant e reuziad e-unan. Gopraet gant e vestr, e sav raktal eur c’han nevez, o lavarout ez a rollec’hiou karr Luernios da ervennou a daol d’an dud aour ha madeleziou.
2° ar meulgan da Vituitos, roue an Arverned ha d’e gannad. Pa zegouezas ar c’hannad, kaset gant ar roue, dirak ar Romaned, ar barz a oa gantañ en em lakaas da gana Bituitos, pobl an Arverned, ar c’hannad e-unan, hag ar ouenn, ar gadarnded hag ar c’halloudegez anezo.
3° ar meulgan da Gaesar Oktavus. Kanet e voe a-gevret gant daou vil a varc’heien c’halian, a gerzas en eun tu gant Oktavus, da vare emgann Aktium (31 kent H. S.).
Gwerziou flemmus. — Bez’ e oa, ouspenn ar meulganou, ar flemganou, a veze kanet war an delenn gant ar varzed, ar sulbedennou rimet a veze savet a-wechou gant ar gadourien d’o enebour kent an emgann hag a zeue peurliesa da heul o meuleudi o-unan.
Kanaouennou emgann ha trec’h. — Tri doare kan-emgann a c’heller dishañvalout :
a) kan eur c’hadour e-unan kent an emgann-daou. Ar c’han-se a zeue gantañ alies, evit doare, eur c’horoll ma heje ar c’hadour ennañ e bennad bleo hir hag e armou.
b) ar c’han kanet a-gevret gant an armead renket evit an emgann. Ar c’han-se eo a raed anezañ, e-touez ar C’hermaned er c’henta kantved goude H. S. an ano a barditos pe bardatos « barzaz ». Rei a c’heller da skouer :
1° ar c’han kanet gant ar Gelted en emgann an Allia (390 kent H. S.)
2° ar c’han kanet gant ar C’halianed en emgann ar Rota-