deut betek ennomp, nemet kavet ez eus bet eun nebeut peziou-moneiz, bommou skrivadur keltiek warno hag eun daou-ugent enskrivadur bennak war vaen pe war vetal, bez-skrivaduriou pe dediou peurvuia.
Lizerennou gresian pe etruskek ez eo an enskrivaduriou keltiek kosa war vaen pe war vetal. Diwezatoc’h, pa voe bet aloubet Galia gant ar Romaned, e tegemeras Kelted ar vro-se al lizerennou latin. Ar pouezusa eus an enskrivaduriou latin eo an deiziadur arem, kavet e Coligny (Ain) e 1897, hag a zo bet engravet er c’henta kantved goude H. S. Hiniennou eus engravaduriou keltiek Galia, (re Alesia, an Hen Boatie hag Avignon) a zo anezo, war a greder, gwerzennou c’houec’h-troadek, a vije an hesoniez anezo diazezet war ar pouez-mouez [1].
Ar skridou keltiek eus ar maread roman, n’int ket deut betek ennomp, a c’heller ranna e teir c’hevrenn : 1° al lizerou skrivet-diskrivet gant an dud ; Diodorus Siculus a lavar d’eomp eman ar c’hiz gant ar C’halianed stlepel e-touez flammou an tantadou-kanv lizerou skrivet ganto d’o c’herent maro. Diwar ar c’hiz-se e heller dastum n’oa ket dianav, d’ar re eus ar Gelted a anaveze ar skritur, boaz ar skriva-diskriva lizerou etre beved. — 2° an testamantou. Ar gwiraour roman Ulpianus, maro e 228 goude H. S., a anzav talvoudegez an testamantou skrivet er yez keltiek ; — 3° ar barnadennou « douget diouz Reiz an Derv » a veze engravet war eskern, e bro al Liger (al Loar breman), hervez ar Querolus.
Al lizerou skrivet d’ar re varo, an testamantou hag ar barnadennou douget diouz reiz an derv hag enskrivet war eskern, setu an tri rummad skridou hen-geltiek a zo meneget fraez gant Kreisteiziz an Hen-amzer er re eus o levriou a zo deuet betek ennomp. Adalek ar c’henta kantved goude H. S. e oa e Lugudunon levrdiou brudet nemet levriou latin ne gaved ken enno, a-hervez.
An hena enskrivaduriou hen-geltiek deuet betek ennomp a zo savet gant lizerennou etruskek-gresiek. Al lizerennou-se a zo bet implijet gant poblou-all o veva kenver-ha-kenver
- ↑ Sellout ouz ar Revue Celtique, bloavez 1907, pajennou 263, 264, 269.