Da heul aloubidigez enez Vreiz gant ar Romaned, e teskas Breiziz ober gant al lizerennou latin hag al levriou papurus pe barch. Iwerzoniz, a zalc’he dre vor darempredou kenwerz dibaouez gant Breiz-Veur, a zegemeras an nevezintiou-se. Er IIIet kantved goude H. S., eur beajour estren, Aethicus Istrius, goude ergerzout Iwerzon, a zezrevell en deus embreget levriou (volumina) gouizieien ar vro-se.
Ar rolladennou-se [1] eus an IIIet kantved goude H. S. a zo, keit ha ma c’houzomp, al levriou hen-geltiek n’eus nemeto a gement a vije bet. D’ezo eo hep mar e tleomp an envor o deus miret skridou iwerzonek ar Grenn-amzer eus darvoudou, traezou, boaziou, giziou ha kredennou koz-koz a vije aet buan ha krenn da get pep kounaënn anezo en eul lennegez a-c’henou hepken.
E-doug ar Vet, ar VIet hag ar VIIet kantved goude H. S. eo e c’hoarvezas gant keltieg Iwerzon ha gant hini Breiz-
- ↑ Hennez eo ster al latin volumina, unander volumen « tra rollet, rolladenn ». Bez’ ez oa anezo tammou papurus (ugent anezo peurliesa evit pep volumen) peget an eil ouz egile e doare da ober eur riblenn hir a rolled endro d’eur vazig (umbilicus). Da lenn e veze dirollet tamm-ha-tamm ar riblenn. Peurliesa e oa stag ouz ar riblenn diou vazig, unan e pep penn anezi. Gant-se, e veze gallet adrolla tamm-dre-damm ouz unan anezo ar volumen bep ma veze lennet. A-wechou, e-lec’h papurus, e veze graet gant riblennadou-lien. D’o mirout, e veze klenket pep rolladenn en eur gouhin pe feur parch (membrana) livet e ruz pe e melen. Eun dikedenn (index, titulus), warni ano al levr, a oa stag ouz pep rolladenn. Berniet e veze ar rolladennou war stalennou eun armel pe serret ebarz eur c’houfr. Diwezat a-walc’h e voe laket ar papurus (paper pe gartons diwar ar broen-Ejipt) da ober levriou strollet ha keinet henvel ouz hon levriou. Codex, liester codices, eo an ano a laked d’ar c’heinadennou pe strolladennou-se. Ar re gosa a anavezomp ne savont ket uheloc’h en tremened eget ar IVet kantved goude H. S. Nemet abretoc’h, diwar dibenn ar Ia kantved goude H. S., e oa bet laket ar parch (pergamena, membrana) da ober eun nebeut keinadennou (codices) henvel ouz hon levriou. Tamm-ha-lamm, dre ma oa ar parch gwelloc’h da badout eget ar papurus, e vôe kemeret gantan lec’h heman en oberidigez al levriou. Kement-se avat ne zegouezas ket araok dibenn an Hen-amzer. Cagnat ha Chapot, Manuel d’archéologie romaine, II, 1920, pp. 502-12 (levrlennadur talvoudus en notennou e-traon ar pajennou).